Rhuallt

Eus Wikipedia
Rhuallt

Rhuallt zo ur gêriadenn vihan e hanternoz Kembre, e Sir Ddinbych. Emañ er reter da gêr Llanelwy, e-harz Bryniau Clwyd. Un hent a gas war-eeun eus ar gêriadenn d'an ode en torgennoù.

Tremen a ra gwenodenn Kleuz Offa dre Rhuallt. Da vare ar Romaned e oa an hent a gase eus Chester da Segontium (e-kichen Caernarfon) o tremen dre ar gêriadenn ivez.