Rhuddlan

Eus Wikipedia

Kastell Rhuddlan.

Rhuddlan (distaget [ˈr̥ɨðlan] e kembraeg) zo ur gêr hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e Sir Ddinbych. Emañ er su da gêr Y Rhyl, war lez ar stêr Clwyd. Poblet e oa gant 3 709 a dud e 2011.

Anavezet eo kêr Rhuddlan abalamour da gastell Rhuddlan a voe savet gant ar roue saoz Edouarzh I, adalek 1277 betek 1282.

Geun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Morfa Rhuddlan eo anv ar c'heun etre Rhuddlan hag Abergele, ma c'hoarvezas un emgann brudet.