Remington

Eus Wikipedia
Remington
embregerezh, embregerezh
Tachenn obererezhioùgreanterezh armoù Kemmañ
Deiziad krouiñ1816 Kemmañ
DiazezerEliphalet Remington Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Furm lezennembregerezh dianv a c'halv espern Kemmañ
IsaozadurMarlin Firearms, Remington Rand Kemmañ
Sez sokialMadison Kemmañ
Darvoud-alc'hwezfreuzstal Kemmañ
Produarm-tan, Munision Kemmañ
Deiziad divodadur2020 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.remington.com/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://www.fundinguniverse.com/company-histories/remington-arms-company-inc-history/ Kemmañ
Logo ar merk.

Remington Arms a oa un embregerezh amerikan he deus produet armoù-tan ha munisionoù bihan o c'halibr e-pad ouzhpenn daou gantved. Unan eus ar broduerien armoù brudetañ eo er bed. Freuz-stal he deus graet e 2018 met kenderc'hel a ra munisionoù ar merk da vezañ produet ha gwerzhet gant Remington Ammunition hag hec'h armoù-tan gant RemArms LLC.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dagerskeudenn Eliphalet Remington II, war-dro 1845.

E 1816 e voe goveliet e ganol kentañ gant Eliphalet Remington II (28 a viz Here 1793, Suffield, Connecticut – 12 a viz Eost 1861, Ilion, Stad New-York) e govell e dad, e Utica (Stad New-York). Tamm-ha-tamm e tapas brud vat an armoù produet en ur mod artizanel gantañ hag e tilojas e 1828 da Ilion (Stad New-York) e atalieroù brasoc'h.

Adalek kreiz an XIXvet kantved, eus an artizanelezh d'an industrielezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1845 e voe urzhiet evit ar wech kentañ 5.000 skouerenn deus ar fuzuilh M1841 gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Kreskiñ a reas an embregerezh ha mont a reas tri mab Eliphalet Remington II da labourat asambles gantañ e 1856. Adanvet e voe an embregerezh E. Remington & Sons.

E 1861 e varvas Eliphalet Remington II. E dri mab a chomas mistri war ar stal. Er memes bloaz e krogas Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika hag e kreskas ar goulenn war an armoù-tan. Pourveziet e voe armeoù an Norzh gant ar revolver M1858 New Model Army. Goude fin ar brezel e 1865 e klaskas E. Remington & Sons brasaat o c'hatalog armoù evit ar chaseourien hag an dennerien sport. E 1871 e voe digoret ur rann eus an embregerezh evit produiñ munisionoù bihan o c'halibr, Remington Ammunition Works hec'h anv. Rann an armoù a deuas-hi da vezañ Remington Arms e 1888.

An XXvet kantved, an embregerezh e barr e vrud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur fuzuilh Remington Model 11

Ar fuzuilh damaotomatek kentañ er bed, ar Browning Auto-5, a voe ijinet e 1902 gant John Browning ha produet gant Remington dindan aotre adalek 1906. 850.000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet e 42 vloaz dindan an anv Model 11.

Ma oa neptu Stadoù-Unanet Amerika e deroù ar Brezel Bed Kentañ e kreskas o industriezh a-benn respont d'ar goulenn divent war an armoù hag ar munisionoù a savas. Diouzhtu adalek 1914 e voe digoret uzinoù nevez gant Remington e Denver (Colorado), Lake City (Missouri) ha Lowell (Massachusetts) a-benn pourveziañ armeoù Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet hag hini Stadoù-Unanet Amerika pa gemeras perzh ar vro en emgannoù adalek 1917. Produiñ a rae Remington munisionoù ha pistolennoù evel ar Colt M1911 gant aotre ar merk Colt. En Eil Brezel Bed e voe lakaet ivez Remington da bourveziañ armeoù ar Gevredidi. Hervez lec'hienn an embregerezh e pourvezias Remington war-dro an hanter eus ar munisionoù bihan o c'halibr implijet gant Stadoù-Unanet Amerika hag ar broioù unanet gante e-pad an daou vrezel bed[1].

Goude ar brezel e reas berzh Remington gant ar garabinenn Remington 700, brudet-mat e bed ar chase hag ar sportoù-tennañ. Ar fuzuilh M24, deveret eus ar garabinenn-mañ, a voe implijet evel fuzuilh resisted diazez arme Stadoù-Unanet Amerika etre 1988 ha 2010. E 1970 e voe savet un uzin munisionoù nevez e Lonoke (Arkansas).

Deus ar c'hartouchennoù .222 Remington ijinet gant an embregerezh e 1950 e voe deveret ar c'halibr 5.56 x 45 NATO implijet evel munision standart armeoù AFNA abaoe 1980.

XXIvet kantved, diskar hag adc'hanedigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek ar bloavezhioù 2010 e tigreskas an niver a armoù gwerzhet gant an embregerezh. E 2018 e embannas e rae freuz-stal[2]. Remington Ammunition, ar rann a brodue munisionoù, a voe adprenet e 2020 gant Vista Outdoor. Perzh eo bremañ ivez eus ar strollad merkoù munisionoù The Kinetic Group stag ouzh Vista Outdoor. Un embregerezh all, RemArms LLC., zo bet savet evit kenderc'hel da broduiñ ha da werzhañ armoù ar merk. Oberiant eo an div embregerezh hiziv an deiz.

Ur soudard amerikan o pleustriñ gant ur fuzuilh a-bell Remington M24

Armoù-tan brudetañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darvoudoù stag ouzh ar merk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Remington Saga, e La Gazette des Armes, niv. 488, miz Gouere/Eost 2016, pp. 16-25
  1. (en) About us, war lec'hienn RemArms.com, lennet d'an 10/12/2023
  2. (fr) Remington, le plus ancien armurier américain, s'est déclaré en faillite, e Le Monde, 26/03/2018
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan