RSSE Alamaned ar Volga

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur RSSE Alamaned ar Volga
Kartenn RSSE Alamaned ar Volga
Banniel RSSE Alamaned ar Volga (1937)

Unan eus republikoù an Unaniezh Soviedel e oa RSSE Alamaned ar Volga (ruseg: Автономная Советская Социалистическая Республика Немцев Поволжья; alamaneg: Autonome Sozialistische Sowjet-Republik der Wolga-Deutschen), bet disklêriet ez-ofisiel d'ar 6 a viz Genver 1924.

E kêr Engels (anvet betek 1931 evel Pokrovsk) e oa ar gêr-benn ma veve enni ul lodenn vras eus Alamaned Rusia - betek kazi 1,8 milion a dud e 1897.

Da geñver Brezel Diabarzh Rusia e stourmas meur a Alaman eus ar Volga gant an Arme Wenn ha kastizet e oa bet Alamaned ar Volga da heul gant an Arme Ruz ha betek un drederenn eus ar boblañs a varvas gant an naon goude ar brezel.

Laosket e oa bet da vont an holl brizonidi pa oa bet disklêriet ar Republik Emren ha lakaet e oa bet e pleustr politikerezh URSS anvet korenizatsiya dre reiñ lusk d'an alamaneg ha dre glask lakaat alamanegerion e postoù ofisiel uhel. E 1939 e veve 605.500 Alaman a-orin er Republik.

Deroù an eil Brezel Bed a lakaas fin d'ar Republik Emren avat ha gant gouarnamant an Unaniezh Soviedel e oa bet disklêriet e oa an holl Alamaned a-orin enebourion ar Stad.

Muioc'h-mui e veze heskinet an Alamaned a-orin gant Rusianed hag o deveze aon raze. D'an 28 a viz Eost 1941 e oa bet embannet gant Jozef Stalin un dekred o nullañ ar Republik Emren hag o kas holl Alamaned ar Volga d'an harlu e RSS Kazac'hia ha Siberia.

Goude ar Brezel e oant bet rediet da sinañ kevratoù o touiñ na zistrofent biken da dakad ar Volga.

War wellaat ec'h eas an traoù goude ma oa aet Stalin da anaon avat hag embannet e oa bet un eil dekred e 1964 oc'h anzav he doa pobl Alamaned ar Volga gouzañvet krizderioù hep abeg ebet gant ar Stad Soviedel.

Goude ma'c'h eas an Unaniezh Soviedel da get e tec'has kuit meur a Alaman a-orin ha mont da Alamagn daoust ma ne veze ket komzet nemeur a alamaneg gante dre vras.

Er bloavezhioù 1990 avat e oa bet lakaet diaezetoc'h gant gouarnamant Alamagn evit ma'c'h aje Rusianez a-orin alamanek mont d'en em staliañ en Alamagn bewech ma ne oant ket gouest da goazeal alamaneg.