Piramidenn (savouriezh)

Eus Wikipedia
Piramidennoù Egipt

Ur biramidenn zo ur savadur tric'hornek e dalioù. Ar stumm boutinañ eo ar biramidenn karrezek he sichenn ha pevar zal dezhi. Ar re anavezetañ eo piramidennoù Egipt hag ar piramidennoù rakkolombian (sevenadurezhioù aztek, maya, inka...) e Kreiz ha Suamerika.

E-pad milvedoù e voe ar piramidennoù ar savadurioù brasañ war an Douar. Ar biramidenn ruz e bered-veur Dahchour a voe an hini uhelañ betek ma voe savet piramidenn vras Gizah (e 2560 kent JK well-wazh) en Egipt. Piramidenn Cholula, e Mec'hiko, eo an hini gant an ec'honad brasañ.