Piero di Lorenzo de' Medici
Piero di Lorenzo de' Medici ( Firenze 1472– 1503 Garigliano), lesanvet Piero il Fatuo, a oa mab henañ Lorenzo il Magnifico ha Clarice Orsini. Ren a reas e Firenze war-lerc'h e dad, eus 1492 da 1494.
E vuhez [kemmañ]
E dad a oa o ren e Firenze. E vreur Giovanni de' Medici a voe pab, anvet Leon X. Evel e dad e timezas en tiegezh roman Orsini, d'e geniterv Alfonsina. Brudet e oa da vezañ rok ha disuj, ne oa ket gwall garet gant an dud.
E ren e Firenze [kemmañ]
Mestr Firenze e oa goude marv e dad en 1492. Daou vloaz goude, en 1494, e tegouezhas ar roue gall Charlez VIII gant e armeoù da vont da aloubiñ rouantelezh Naplez , pa gave dezhañ e oa dleet kurunenn ar vro-hont dezhañ. Iset e oa bet ar roue d'ar brezel gant Ludovico il Moro, a glaske bout dug Milano e-lec'h e niz Gian Galeazzo Sforza, hag a c'hoantae lakaat ar roue gall d'ober brezel da dad-kaer Gian Galeazzo.
Goude tremen dre Milano ez eas ar C'hallaoued hag o roue war-du Naplez, ma rankjont treuziñ Toskana, goude leuskel bagadoù soudarded en Lombardia, dezho da zerc'hel digor an hent dezhañ. Neptu e klaskas Piero chom, met ne blije ket kement-se d'ar roue gall a aloubas Toskana. Neuze e klaskas enebiñ, met ne gavas ket kalz a skoazell e Firenze, a dindan levezon Savonarola, ur manac'h prezeger eus kouent dominikan San Marco.
Dimeziñ ha bugale [kemmañ]
En 1498 etimezas d'e geniterv Alfonsina Orsini, ha pevar bugel o devo:
- Lorenzo (1492 - marvet yaouankik) ;
- Lorenzo II de' Medici, tad da Caterina de' Medici ;
- Clarice de' Medici (1493-1528), a zimezas da Filippo Strozzi il Giovane ;
- Cosimo, marvet yaouankik.