Lorenzo II de' Medici

Eus Wikipedia
Ur pennad Lorenzo de' Medici zo ivez.
Lorenzo II de' Medici, poltredet gant Raffaello.
Poltred un itron, gant Jean Perréal, Mirdi an Ofisoù, Firenze. Marteze Madeleine de la Tour d'Auvergne, pried Lorenzo II de' Medici.

Lorenzo II de Medici, pe Lorenzo di Piero de' Medici, ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1493[1] e Firenze, marvet e 1519 er Villa Medicea di Careggi, a renas e Firenze adalek 1513 betek e varv gant kleñved Naplez e 1519. Anvet e voe da zug Urbino e 1516 gant e eontr, ar pab Leon X. Dezhañ e oa dediet Il Principe, levr Niccolò Machiavelli.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Piero il Fatuo (1472-1503), mestr Firenze, ha d'e bried Alfonsina Orsini. Mab-bihan e oa da Lorenzo il Magnifico ha Clarice Orsini, a-berzh e dad, ha da Roberto Orsini, Kont Tagliacozzo ha Catarina San Severino a-berzh e vamm. Kaset e oa bet e diegezh kuit eus Firenze en 1494, pa zigoras e dad perzhier kêr d'ar C'hallaoued, ha bevañ a reas e yaouankiz e Roma.
En 1512 e c'hallas distreiñ da Firenze a drugarez da skoazell ar pab Jul II ha d'ar C'hevre Santel : un armead spagnol, kaset gant Raymond de Cardona, a aloubas Mugello ha gwastet e voe Prato ha Campi Bisenzio, freuz ha lazh enne.
O welout kement-se e plegas Republik Firenze, hag e voe laosket an tiegezh Medici da zistreiñ. E-touez ar re a c'houzañvas dial an tiegezh e kaver Niccolò Machiavelli, a rankas chom en e di e San Casciano in Val di Pesa, ha Piero Soderini, a oa bet gongaloniero, hag a rankas kemer hent an harlu.

24 bloaz e oa e 1516, pa voe anvet da zug Urbino gant e eontr, ar pab Leon X, goude kemeret an dugelezh digant an Tiegezh Della Rovere da-heul un hir a vrezel rivinus. Kemeret e oa bet an dugelezh en-dro gant Francesco Maria Iañ della Rovere ur pennad, ha lakaet e voe Lorenzo e penn un armead 10,000 den da adkemer anezhi, met gloazet e voe, ha distreiñ a reas da Doskana, goude leuskel an arme gant ar c'hardinal Bernardo Dovizi da Bibbiena, un den lenneg hogen brezelour dizampart, hag a rankas en em dennañ ivez. Gounit a reas Lorenzo an dugelezh en-dro dre ur feur-emglev. Goude e varv e 1519 e kouezhas dugelezh Urbino etre daouarn an Tiegezh Della Rovere adarre.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1518 e timezas da Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519), keniterv d'ar roue gall Frañsez Iañ, abalamour da unaniñ an daou diegezh a-enep an Impalaeriezh santel roman german, hervez c'hoant ar pab Klemez VII. Ur verc'h o doe ar priedoù:

Ur mab bastard en doa bet a-raok:

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas gant kleñved Naplez 21 deiz goude ganedigezh e verc'h. Neuze e tistroas dugelezh Urbino etre daouarn an tiegezh Della Rovere.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltredet e voe gant Raffaello a-raok e eured. Gwelout a reer an dug (dug Urbino) en e zilhad kaerañ, voulouz, feur.

E vez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beziet e voe en iliz San Lorenzo, e Firenze, e-kichen bez e dad-kozh Lorenzo de' Medici, ha kizellet e voe ar bez gant Michelangelo Buonarroti.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ur breur dezhañ, er memes anv, a oa ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1492, hag a varvas en-bihan.