Giovanni il Popolano

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Giovanni il Popolano, munud eus an ' Adoration des Mages gant Filippino Lippi (Uffizzi).

Giovanni di Pierfrancesco de’ Medici, pe Giovanni il Popolano (Firenze 1467-1498 Bagno di Romagna) a oa ur priñs italian eus an Tiegezh Medici, pried da Caterina Sforza, Itron Imola ha Forlì.

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici. E dad-kozh a-berzh tad e oa Lorenzo il Vecchio, breur yaouañ Cosimo de' Medici ha diazezer skourr yaouañ an Tiegezh Medici. Ur breur en doa, Lorenzo (il Popolano) Goude marv o zad e 1476 e voe savet an daou vugel gant o c'hendirvi Giuliano ha Lorenzo de' Medici. Kelennet e voent gant lenneien evel Marsilio Ficino hag Angelo Poliziano ha savet e-kreiz tud a zeskadurezh hag a sevenadur evel a veze e lez il Magnifico. Troet da-vat e oant gant ar studioù klasel hag al levrioù, ka krouet e voe ganto ul levraoueg da zastum dornskridoù.
A-benn ur pennad e trenkas ar soubenn etrezo ha Lorenzo il Magnifico, en abeg d'an arc'hant dreist-holl, rak Lorenzo a vire hêrezh an daou vreur e-lec'h merañ anezho e-pad o yaouankiz hepmui. Mont a reas an afer betek al lez-varn.
Goude marv Lorenzo il Magnifico e savjont a-enep Piero (il Fatuo), ma voent harluet gantañ e miz Ebrel 1494.
A-benn miz Du avat e oa distro Lorenzo ha Giovanni da Firenze, da-heul arme c'hall Charlez VIII, a oa oc'h aloubiñ Italia, dre ma oa bet distroadet Piero gant un Dispac'h republikan. Mont a rejont a-du gant Girolamo Savonarola ha roet e voe dezho al lesanv Popolano ("Poblel") kement ha diskouez e oant e-tu ar bobl, e-skoaz ar skourr Piero de' Medici, ha ne oa nemet un tirant anezhañ. Anvet e voe Giovanni da gannad ar republik nevez ha kaset e voe da-vet Caterina Sforza, kontez Forlì.


Dimeziñ[kemmañ]

E 1496 ec'h eas Giovanni, evel kannad Republik Firenze, d'ober ur gweled da Caterina Sforza, kontez Forlì hag Imola, hag intañvezet goude muntr he c'hentañ pried.

E 1497 e timezas Giovanni ha Caterina, Ur mab o doe, bloaz goude, anvet Ludovico. A-benn un nebeud mizioù avat e klañvas Giovanni hag e varvas, ma voe roet anv an tad neuze gant an intañvez d'o mab. Dont a reas ar Giovanni bihan da vout condottiero bras, hag anavezet eo evel Giovanni dalle Bande Nere, a voe tad da gCosimo Iañ de' Medici, kentañ Dug-meur Toskana.