Filippo Strozzi il Giovane

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Filippo Strozzi

Filippo Strozzi, ganet Giovan Battista (Firenze, 1489 – 1538), a oa ur politikour, condottiero hag arc'hantour italian eus Firenze, er XVIvet kantved, ar brudetañ eus an tiegezh Strozzi.

Mab e oa da Filippo Strozzi il Vecchio (1428-1491), arc'hantour ha politikour. Daou vloaz e oa pa varvas e dad, ha kemmet e voe e anv-badez gant e vamm neuze.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimezet e oa da Clarice de' Medici, ur verc'h da Lorenzo II de' Medici, ha dek bugel o doe.


E varv[kemmañ]

Bac'het e voe gant an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici ha lazhet marteze war e urzh.