Paulinus Kembre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz Sant Peulin, e Llangors. skeudenn gant Simon Atkin

Paulinus Kembre, pe Peulin (e kembraeg), a oa ur sant brezhon eus dibenn ar Vvet kantved e Kembre, enoret e Sir Gaerfyrddin.

Bevañ a rae evel penitiour e Hendy-gwyn ar Daf ha gantañ e oa e ziskibien Dewi ha Teilo. Sevel ilizoù ha chapelioù a reas en ardremez Llanymddyfri. Krediñ a reer e kemeras perzh er sened-eskibien Llanddewi Brefi e 545. Lidet e vez d'an 23 a viz Du.

Paol Aorelian[kemmañ]

Kavout a rae da G. H. Doble e oa ar memes den evel Paol Aorelian, met dizemglev zo diwar-benn an dra-se, pa gred lod e oa yaouankoc'h eskob Leon eget Paulinus Kembre.

Lennegezh[kemmañ]

Unan eus harozed Buchedd Garmon, pezh-c'hoari Saunders Lewis, eo Paulinus Kembre, gant ar sant brezhon all Ildud.

Lennadurezh[kemmañ]

  • G. H. Doble. (1971). Lives of the Welsh Saints.