Paul Weber

Eus Wikipedia
Paul Weber
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhDugelezh-veur Hessen Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGottlieb Daniel Paul Weber Kemmañ
Anv-bihanPaul Kemmañ
Anv-familhWeber Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Gen 1823 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDarmstadt Kemmañ
Deiziad ar marv12 Her 1916 Kemmañ
Lec'h ar marvMünchen Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherlivour, entomologist, landscape painter Kemmañ
Tachenn labourlandscape art Kemmañ
KargLivour-al-lez Kemmañ
LuskadNaturalism Kemmañ
Tachennpoltred Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Reference Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library Kemmañ

Gottlieb Daniel Paul Weber (Darmstadt, 19 a viz Genver 1823München, 12 a viz Here 1916) a oa ul livour alaman brudet dre an dremmvroioù neñvel hag anamzerel a lakaas war al lien e biz Stadoù-Unanet Amerika[1] Unan eus livourien gentañ an Naturelouriezh e voe[2]

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Paul Weber e Darmstadt, Hessen (Kengevread alaman), mab Johann Daniel Weber (17841848), sonaozour e lez arc'hdug Hessen, ha Sophie Friederike Adolphine Mangold (1788-1848). Gant karg an tad e oa dre hengoun ul lojeiz evit an tiegezh el lez ; en e vugaleaj e tremene Paul kalz amzer el liorzh loened, ma trese ar gwez kozh.

Pa voe 13 vloaz, e 1836, e voe aotreet gant e dud da gemer kentelioù tresañ ha livañ digant ar gweledvaour August Lucas (1803-1863)[3] ; ne voe ket pell o c'hounez e arc'hant-godell dre livañ poltredoù soudarded.

Adalek 1842 betek 1844 e studias er Städelschule, ur skol arzoù bet diazezet e 1817 e Frankfurt am Main gant al livour, engravour ha maendreser Jacob Becker (1810-1872). Goude-se e tilojas da Vünchen evit studiañ en Akademiezh Real (Königliche Akademie). E-kerzh e studi eno e voe treser evit ar priñs rejant Luitpold von Bayern (1821-1912) e-pad ur veaj er Mor Kreizdouar ; e 1846 e lestrjont da weladenniñ Kergustentin, Gres ha Sikilia kent distreiñ e 1847[4].

E 1848 e kuitaas München da vont da Antwerpen da beurechuiñ e stummadur gant ar vistri velgiat Gustave Wappers (1803-1874) ha Josephus Laurentius Dyckmans (1811-1888).

Er bloaz 1849 ec'h eas Paul Weber da Cincinnati, Ohio. Pa voe erru e vignon al livour Karl Christian Köhler (1827-1890) en SUA ivez ec'h ejont o-daou da veajiñ dre ar vro evit livañ[5].

Bloaz goude e voe ganet e vab, Carl Weber. E 1854 ec'h eas d'en em staliañ e Philadelphia, ma voe buan ul livour brudet ; kêriz pividik ha mirdioù a brene e oberennoù. Mestrprezegenner e voe en Akademiezh an Arzoù-kaer Pennsylvania.


Dre gleñved ar vro ha dre ma soñje dezhañ e vije deuet-dreist eno e tistroas da Europa en ur zilezel an dere bras a-walc'h en devoa tizhet en SUA. E miz Eost 1855 e tremenas dre Bariz] kent mont da Züsseldorf, ma oa ul luskad livouriezh, ha distreiñ da Philadelphia[6].

Dre Vro-Skos ha Bro-C'hall e tistroas da Zarmstadt e 1861, ma labouras e lez an arc'hdug evel prezegenner prevez ar briñsez Alice von Großbritannien und Irland (1843-1878)  ; bez' e voe ivez kelenner prevez pried e verc'h Pauline, Phillip Röth (1841-1921), a droas da unan eus gweledvaourien veur Alamagn.

Meur a wech adalek 1864 ec'h eas Paul Weber da Bariz, ma kejas ouzh Jean-François Millet (1814-1875) ha livourien all eus an École de Barbizon. Fromet e voe gant labour al luskad-se, met feal e chomas d'an doare stadunanat dre ziskouezadegoù en National Academy of Design e New York hag en Athenæum Boston e-touez lec'hioù all.

München o vezañ kêr-benn an arzoù en Alamagn en eil hanterenn an XIXvet kantved en em stalias Paul Weber eno e 1872 gant e vab Carl, a voe studier en Akademiezh. Adalek ar mare-se e livas Paul arvestoù e kêr ha gweledvaoù en trowardoioù.

E München e varvas al livour d'an 12 a viz Here 1916, oadet a 93 vloaz. Er vered anvet Westfriedhof ("Bered ar C'hornôg") e München emañ e vez.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus ar weledvaourien alaman gentañ e voe Paul Weber, gant e daolennoù « naturelour ha tost d'an Impresionouriezh » int, da lavar an istorour münchenat Werner Ebnet (*1934)[2].

Levezonet en deus livourien ha livourezed an Hudson River School[7], hag a-wechoù e vez lakaet e-unan el luskad-se[8].

En e bredad stadunanat e klaske dremmvroioù "peurvat" da livañ, ma lakae tud o vevañ en unvaniezh gant an Natur ; kenderc'hel gant an doare-se a reas en Alamagn, ma tresas ivez dindan an amzer.

Disheñvel e voe e zoare e dibenn e vuhez : pellaat diouzh an Impresionouriezh a eure, ha chom tost da zoare ar Romantelouriezh a oa war he zremenvan.


Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • 1858 (oadet a 25 bloaz) : Medalenn Argant an Academy of Fine Arts, Philadelphia.
  • 1865 (oadet a 42 vloaz) : Medalenn Aour an diskouezadeg e Crystal Palace, Londrez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Busciglio-Ritter, Thomas (2021). “The Most Perfect Manner”: Paul Weber and the Transnationalism of US Landscapes. Panorama: Journal of the Association of Historians of American Art 7, niv. 1 (Nevezamzer 2021). Kavet : 05 Here 2023.
  2. 2,0 ha2,1 (de) Ebnet, Werner. Sie haben in München gelebt. Biografien aus acht Jahrhunderten, p. 631. München : Allitera Verlag, 2016 (ISBN 978-3-86906-744-5)
  3. (en) Paul Weber @ Woodmere Art Museum. Kavet : 05 Here 2023.
  4. (de) Grosskinsky, Manfred & Sander, Birgit. Kunstlandschaft Rhein-Main: Malerei im 19. Jahrhundert, 1806-1866. Frankfurt am Main : Haus Giersch – Museum Regionaler Kunst, 2000, p. 30 (ISBN 978-3-935283-00-7)
  5. (de) Viger, Gerd-Helge. Von Stein bis Wolkenburg: Mahlerische Reisen' durchs Zwickauer Muldenland -Burgen und Schlösser in historischen Ansichten, p. 103. Berlin : Lukas Verlag, 2014 (ISBN 978-3-86732-189-1)
  6. (de) Morgen, Sabine. Die Ausstrahlung der Düsseldorfer Schule nach Amerika im 19. Jahrhundert. Düsseldorfer Bilder in Amerika und amerikanische Maler in Düsseldorf. In : Göttinger Beiträge zur Kunstgeschichte, levrenn 2, p. 386. Göttingen : Ruprecht, 2008 (ISBN 978-3-7675-3059-1)
  7. (en) Howat, John K. in : American paradise : the world of the Hudson River school, p. 311. Kavet : 05 Here 2023. .
  8. (de) Künstler des Rhein-Main-Gebietes in der Welt unterwegs. Kavet : 05 Here 2023. .