Palez Westminster
Palez Westminster | |
---|---|
Gwelet eus ar stêr Thames | |
Lec'hiadur | 51° 29′ 57″ N – 0° 7′ 29″ W Westminster London SW1A 0AA Rouantelezh-Unanet |
Gorreadoù | 32 375 m² (tachenn) 112 476 m² (diabarzh) |
Saverezh | 1016 |
Distruj | 1834 (tan-gwall) |
Adsaverezh | 1840-1876 |
Tisavourien | Charles Barry (1795-1860) Augustus Pugin (1812-1852) |
Perc'henn | Charles III dre wir ar Gurunenn |
Glad bedel ABU | |
Anv ofisiel | Palace of Westminster', Westminster Abbey and St Margaret's Church |
Rummad | Sevenadurel |
Degemeret | 1987 (11vet tro) |
Marilh | 426 |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Rannved | Europa |
Astenn | 2008 |
Palez Westminster (Palas San Steffan e kembraeg) eo al lec'h ma vez bodet izili Ti ar C'humunioù ha re Ti al Lorded, an div gambr a zo e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet hag a vez graet Houses of Parliament anezho e saozneg. Emañ ar palez war ribl norzh ar Tavoez e karter Westminster, e-kreiz Londrez.
Dont a ra an anv eus hini Abati Westminster a zo e-kichen. Daou savadur zo e gwirionez : an Old Palace (ar "palez kozh"), ur savadur krennamzerel distrujet gant an tan e 1834, hag ar savadur nevesoc'h en doa kemeret e lec'h, an New Palace (ar "palez nevez"). Perc'hennet eo Palez Westminster gant penn ar vro, ar roue pe ar rouanez, hag evit implijoù ofisiel evel al lidoù, e seller outañ c'hoazh evit ul lojeiz roueel.
-
Westminster Bridge ha Palez Westminster
Stad ar savadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fall emañ stad palez Westminster : lod mogerioù a c'hourdrouz dont d'an traoñ ; en abeg da gemm an hin e c'hall ar stêr Thames dic'hlannañ ha breskaat diazezoù ar savadur ; tan a c'hall pegañ forzh pegoulz abalamour da weadur an tredan, n'eo ket bet nevesaet e-pad dekvloaziadoù. Mar pegfe an tan er palez e-kerzh abadennoù foran ne c'hellfe ket kirri ar sikourioù kavout tremen.
Tri raktres zo war ar stern abaoe 2013 evit dilojañ ar C'hambroù, kempenn ha nevesaat ar palez, pep unan anezho o koustañ milmilionoù a lurioù sterling.
- Dilojañ an div Gambr e-pad tremen 10 vloaz e-pad al labourioù pouezusañ.
- Lezel Ti ar C'humunioù (House of Commons) er palez ha dilojañ Ti al Lorded (House of Lord).
- Ober al labourioù a vare da vare, ar pezh a badfe dekvloaziadoù.
Etre 7 milmilion evit ar raktres berrañ (tremen 10 vloaz) ha 13 milmilion a lurioù sterling evit an hini hirañ (76 vloaz) e vefe ar c'houst hollek.
Dizemglevioù krenn zo etre an dilennidi kent kemer disentez pe zisentez, setu n'emeur ket tost da welet ur palez nevesaet[1]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) UNESCO. Kavet : 04 Gen 25.
- (en) Palace of Westminster Factsheet. Kavet : 04 Gen 25.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Elgot, Jessica. (en) 'The next Notre Dame inferno': fears as parliament restoration is delayed. @ The Guardian, 31/12/2024. Kavet : 31 Kzu 24.