Osman Gazi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Osman Iañ

Osman Gazi, pe Osman Iañ, (e turkeg otomanek عثمان بن أرطغرل, Osman mab Ertuğrul), a voe saver ha sultan kentañ an impalaeriezh otoman. Ganet e voe e 1258 e Söğüt ha marvet e 1326 e Bursa.

Mab e oa da Ertuğrul Gazi ha Hayme Hatun.

Ren[kemmañ]

Goude marv e dad en em gavas Osman Gazi e penn ar meuriad Kayı (e turkeg Kayı Boyu) hag e krogas da gas argadoù a-enep d'an impalaeriezh Vizantat.

E 1299 e teuas e veylik da vezañ dizalc'h diouzh ar Seldjouked ha krouet evel-se an impalaeriezh Otoman a bado ouzhpenn 600 vloaz.



En e raok:
Den ebet
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
12991326
War e lerc'h:
Orhan Gazi