Beylik

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur beylik (ger turkeg) zo un dachenn dindan beli ur bey.

En Istor ez eus bet daou brantad disheñvel evit pezh a sell eus ar beylikoù (pe priñselezhioù Anatolia).

Ar prantad kentañ (XIvet kantved) pa voe staliet emirelezhioù bihan turk renet gant beyed en Anatolia, betek ma renas sultanelezh seldjouk Roum.

An eil prantad (etre kreiz an XIIIvet kantved ha fin ar XVvet kantved) betek ma renas an impalaeriezh Otoman.

prantad kentañ[kemmañ]

Goude emgann Manzikert (pe emgann Malazgirt) (26 a viz Eost 1071) e voe trec’het impalaeriezh Bizantion gant an Durked seldjouk. Un emglev a voe etre impalaeriezh Bizans ha Süleyman Shah, penn ar Seldjouked. Ar re-se a stalias ur sultanelezh e Konya (ar sultanelezh Roum) gant Nikee (bremañ Iznik) evel kêrbenn (1081-1097) ha goude Ikonium (bremañ Konya) (1097-1302). Etre an div impalaerezh e voe staliet klanioù, renet gant beyed a doue ul le gwazoniezh d’ar Seldjouked.

eil prantad[kemmañ]

Gant donedigezh ar Vongoled en Anatolia ha Bayju e penn o arme e rankas ar Seldjouked asantiñ dont da vezañ gwazed dezho e kreiz an XIIIvet kantved. Tennañ a reas splet ar beyed eus an darvoudoù evit disklêriañ o dizalc’hiezh e-keñver ar Seldjouked. War-dro 1300 e tizhas an Durked mor Egea hag un toullad stadoù a voe staliet a-hed ar mor Du ha mor Egea. E-touez ar beyliked-se e tiorroas buan hini an Otomaned hag a greskas gant ar brezel, an euredoù hag an arc’hant. Unaniezh Anatolia a voe peurechuet gant Süleyman Meurdezus e 1534.

Beylikoù ar prantad kentañ[kemmañ]

Anv ar beylik Anv turkeg Kêrbenn Padelezh
Beylik Artouk Artuklu Beyliği Diyarbakır, Hasankeyf, Silvan, Harput, Mardin 1102-1408
Danichmended Danişmendliler Sivas, Malatya, Kayseri, Tokat, Amasya 1071-1178
Mibien Dilmatch Dilmaçoğulları Bitlis, Erzurum 1085-1192
Beylik Tchaka Çaka Beyliği İzmir 1081-1098
Beylik Ahlatchahlar Ahlatşahlar Beyliği Ahlat 1085-1192
Mibien Inal İnaloğulları Diyarbekir prantad berr
Beylik Mengutchlu Mengüçlü Beyliği pe Sökmenliler Beyliği Erzincan ha goude Divriği 1118-1252
Beylik Saltouklou Saltuklu Beyliği Erzurum 1092-1202

Beylikoù an eil prantad[kemmañ]

Kartenn beylikoù Anatolia krouet goude Emgann Köse Dağ (26 a viz Even 1243)
Anv ar beylik Anv turkeg Kêrbenn Padelezh
Mibien Tadjedin Taceddinoğulları Niksar 1348-1428
Mibien Aydın Aydınoğulları Birgi ha goude Ayasluğ (Selçuk) 1308-1425
Mibien Tchoban Çobanoğulları Kastamonu 1227-1292 dindan dalc’h ar Jandarided betek ~1320
Mibien Isfendiyar pe Mibien Djandar İsfendiyaroğulları pe Candaroğulları Kastamonu 1292-1462
Mibien Doulkadir Dulkadıroğulları Maraş, Elbistan 1337-1522
Mibien Eratna Eratnaoğulları Sivas ha goude Kayseri 1326-1380
Kadi Bourhaneddin Ahmed Kadi Burhaneddin Ahmed Kayseri 1381-1398 A gemer plas Mibien Eratna
Mibien Echref Eşrefoğulları Beyşehir kreiz an XIIIvet-1322
Mibien Germiyan Germiyanoğulları Kütahya 1239-1428
Mibien Hamid Hamidoğulları Eğirdir 1300-1391
Mibien Karaman Karamanoğulları Larende (Karaman) 1256-1487
Alanya Alanya 1293-1471 Gwazed Mibien Karaman
Mibien Karesi Karesioğulları Balıkesir 1303-1345
Mibien Inantcho İnançoğulları Denizli 1276-1368
Mibien Menteche Menteşeoğulları Milas 1261-1424
Otomaned (Mibien Osman) Osmanoğulları Söğüt, Bursa, Dimetoka, Edirne hag İstanbul 1302-1924
Mibien Pervâne Pervâneoğulları Sinop 1277-1322
Mibien Ramazan Ramazanoğulları Adana 1379-1510
Mibien Sâhipata Sâhipataoğulları Afyonkarahisar 1265-1341
Mibien Sarouhan Saruhanoğulları Manisa 1313-1410
Mibien Teke Tekeoğulları Antalya 1321-1423 skourr eus Mibien Hamid

Rannvroioù Anatolia na oant ket turk betek an Otomaned[kemmañ]

Ar rannvroioù-se zo chomet kristen betek o aloubidigezh gant an Otomaned.

Anv ar stad Anv turkeg Kêrbenn Padelezh
Rouantelezh Armenia Vihan Kilikya Tarse ha Sis (bremañ Kozan) -1375
Impalaeriezh gresian Trebizond Trabzon İmparatorluğu Trabzon 1204-1461
Philadelphia Alaşehir Alaşehir e dalc’h marc’heien Malta betek 1390

Mammennoù[kemmañ]

Troet diwar pennadoù Wikipedia galleg ha turkeg