Misterioù ar Grennamzer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Kempenn.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.


E-penn kentañ ar XIV vet kantvet e vez anavezet e Europa stumm c'hoari ar misterioù tennet eus ar relijion gristen : - Mister laouen (ar Ganedigezh) - Mister poanius (ar Basion) - Mister gloarius (ar Rezureksion) Lec'hiet e oa an abdennoù-se en Iliz evit komañs. Peogwir e oa bet chalet lod e veze c'hoariet neuze war plasenn an Iliz, e parkeier tro-dro pe er stread a-benn ar fin. Tro 1398 e veze gwelet ur strollad c'hoarierien añvet "Kenbreudeur ar Basion" -abalamour e veze aozet ganto ar Basion dreist-holl- o tiskouezh o labour en ul lec'h toet pe goloet e Sant-Maur tro Paris. Difennet e oa bet dezho c'hoari abalamour da prepozioù hudur savet ganto. Koulskoude e oant bet aotreet gant Charlez VI da gemer plas war live digemer opital an Dreined e 1402. Perc'herined ha beajourien a gave lojeij eno pa oa bet serret dorioù kêr Paris. Pouezus eo ar bloaziad-se peogwir e oa ar wech kentañ d'ur strollad da vezañ staliet en ul lec'h resis. Ragstumm ar pezh a vo ar c'hoariva da vat e Frañs. Fed leurenni ur mister a zepende deus al "leurenn" profet dezho. Ma veze c'hoariet en ur straed e tisplegent e doare ur Brosesion war ur c'harigell da larêt eo e valee an arvesterien keit ha ma veze ket echu sellet ouzh an istor ganto. Ur wech staliet ha lec'hiet ar strolladoù e veze kavet nemet ur c'hinklaj ken. War ur chafot e veze savet hag e veze implijet ul lodenn dezhañ evit pep taolenn.