Michelle (sonenn)
| Michelle | |||||
| Kanaouenn gant The Beatles tennet eus an albom Rubber Soul |
|||||
![]() |
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Bro | |||||
| Embannadur | 3 a viz Kerzu 1965 | ||||
| Pad | 2:40 | ||||
| Rumm(où) | Gwerz | ||||
| Saver pozioù | John Lennon ha Paul McCartney | ||||
| Produer | George Martin | ||||
| Roudennoù Rubber Soul | |||||
|
|
||||
| kemmañ |
|||||
Michelle zo ur ganaouenn savet gant Paul McCartney hag enrollet gant The Beatles en o albom Rubber Soul embannet e miz Kerzu 1965.
Taolenn |
Divyezhegezh [kemmañ]
Ur frazenn e galleg zo er ganaouenn : "Michelle, ma belle, sont les mots qui vont très bien ensemble". Ma voe lavaret gant lod e oa ar c'hentañ kanaouenn divyezhek en istor an denelezh. E Breizh evel e meur a vro all e oa kanaouennoù divyezhek abaoe pell dija.
Biznes [kemmañ]
Dre ma ne felle ket dezho ober ur bladennig gant ar ganaouenn e voe kanet gant ar strollad The Overlanders hag e voe lakaet e penn kentañ ar pladennoù gwerzhet er Rouantelezh Unanet e 1966 e-pad meur a sizhun. Goude e voe gounezet ganti ar Grammy Award for Song of the Year.
E 1999, e voe embannet gant BMI e oa "Michelle" an 42vet kanaouenn muiañ kanet war ul leurenn en XXvet kantved .
Lennadurezh [kemmañ]
- Barry Miles: Paul McCartney. Many Years From Now. Reinbek: Rowohlt, 1998. ISBN 3-498-04396-X
- Steve Turner: A Hard Day's Write: The Stories Behind Every Beatles' Song, New York: Harper, 1994. ISBN 0-06-095065-X
Liamm diavaez [kemmañ]
- Skrid ar ganaouenn: [1]
