Mestr Meßkirch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gouel ar Rouaned (e-tro 1538)

Mestr Meßkirch (a labouras e-tro 1515 - 1540) a oa ul livour alaman eus an Azginivelezh.

E vuhez[kemmañ]

Dont a ra e anv eus unnek stern-aoter (unan pennañ, ha dek all) livet gantañ evit Stiftskirche St. Martin e Meßkirch, etre 1536 ha 1540. Ne ouezer ket e pe vloavezh e voe ganet, met soñjal a ra da arbennigourien' zo en dije desket gant tud a zaremprede Albrecht Dürer, evel da skouer Hans von Kulmbach ha Hans Leonhard Schäufelein.[1] Tennañ a ra ivez e oberennoù da re skol Ulm, marteze e teskas gant tud eus ar skol-se. Roet eo bet e oberennoù da Jörg ha/pe Jerg Ziegler, Wilhelm Ziegler, pe Marx Weiß. Roet int bet ivez d'al livour Peter Strüb yaouank, rak gouzout a reer e labouras e Veringenstadt etre 1528 ha 1540. E dad, Peter Strüb gozh ha e zaou vreur (Jakobs ha Hans) a voe o chom eno ivez. Int ivez a voe levezonet gant skol Ulm. Diwar ar bloavezhioù 1530 e voe levezonet gant livouriezh norzh Italia. Levezonet e voe ivez gant Hans Baldung Grien.[1]

Poltred ar c'hont Gottfried Werner von Zimmern (e-tro 1536). Eoullivadur war goad, panell gleiz stern-aoter Wildsteiner

Labourat a reas evit ar c'hont Eitel Friedrich III Hohenzollern e Veringenstadt. Goude-se e vo galvet da vont da Veßkirch ma labouras evit ar c'hont Gottfried Werner von Zimmern.

E-touez e oberennoù pennañ:

  • Stern-aoter Falkenstein (1525)
  • Murlivadurioù e chantele abati Heiligkreuztal (1532-35)
  • Sternioù-aoter Stiftskirche von St. Martin. 40 panell strewet e mirdioù en Europa hag er Stadoù-Unanet.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 Gert von der Osten, Horst Vey (1969). Painting and Sculpture in Germany and the Netherlands, 1500 to 1600. Penguin Group, ISBN 0140560319. Pages 217-18


Daveoù[kemmañ]

  • Feuerstein, Heinrich (1933). Der Meister von Meßkirch im Lichte der neuesten Funde und Forschungen. Freiburg: Urban Verlag
  • Moraht-Fromm, Anna; Hans Westhoff (1997). Der Meister von Meßkirch. Forschungen zur südwestdeutschen Malerei des 16. Jahrhunderts. Ulm: Süddeutsche Verlags-Gesellschaft. ISBN 3-88294-248-7

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.