Hans Leonhard Schäufelein
Eus Wikipedia
Hans Leonhard Schäufelein (e-tro 1480 e Nürnberg – 1538 pe 1540 e Nördlingen) a oa ul livour, ur c'hoadengraver hag un treser alaman.
Soñjal a reer e studias gant Wohlgemut ha goude-se e teuas da vezañ skorer Dürer. E 1512 ez eas da Augsburg hag e 1515 ez eas da Nördlingen.
Oberennoù[kemmañ]
- stern-aoter Ober Sankt Veit (de:Ober Sankt Veit), e-kichen Vienna (1502), "Pennadoù eus buhez ar C'hrist" (war ziskouez e Dresden), ha "St. Jerom" (Mirdi german, Nürnberg).
- aoter "Ziegler" iliz Sant-Jord (1521). Ul lodenn anezhañ a zo bepred en iliz al lodenn all zo er mirdi.
- lev-salmoù ar c'hont von Ottingen
- koadengravadurioù Theuerdank an Impalaer Maksimilian.
- ur c'hoari kartoù (1535) gwelet evel unan eus ar re vravañ krouet en Alamagn er XVIvet kantved [1].