Men in Black (film)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Men in Black
Filmdata
Titl orin : Men in Black
Bro produiñ : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : July 2, 1997
Yezh orin : Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 98 min munutenn
Skigner : Columbia Pictures
Boujedenn : $90 million (estimated)
Korvoder gros : Lec'hel:
$250,690,539[1]
Dre ar bed:
$589,390,539[1]
Pare
Produer : Steven Spielberg (executive)
Laurie MacDonald
Walter F. Parkes
Skrivagner : Comic Book:
Lowell Cunningham
Screenplay & Story:
Ed Solomon
Sonerezh : Danny Elfman
Aktourien

Tommy Lee Jones
Will Smith
Linda Fiorentino
Vincent D'Onofrio
Rip Torn

Heuliad filmoù
En e c'houde : Men in Black II

Men in Black a zo ur film stadunanat gant Barry Sonnenfeld deuet er-maez e 1997.

Synopsis[kemmañ]

Men in Black, pe MiB, a zo un aozadur sekred krouet evit merañ bezañs an ezdouaridi war an Douar. A-drugarez d'un deknologiezh uhel ne oar ket an douaridi ez eus eus an aozadur-se, dre ma c'hellont diverkañ memor an testoù.

Ar gwazour K, goude bezañ kaset unan eus e genlabourerien war e leve dre ma oa re gozh, a glask ur c'henlabourer nevez. E gavout a ra e polis New York.

E-pad ar mare-se ez eus un ezdouarad (« bug » en doare amerikan), a glask tapout ur galaksienn evezhiet gant ar priñs arkilian, a vev war an Douar.

Fichenn teknikel[kemmañ]

Komedianeta[kemmañ]

Ar c'hinkladurioù[kemmañ]

E penn kentañ ar film e weler James Edwards o redek war lec'h un den e straedoù New York. Echuiñ a ra an enklask e mirdi Solomon R. Guggenheim war ar pempvet bali. An ezdouarad a grap war ar savadur hep kudenn, pa rank Edwards pignat dre an diabarzh evit mont betek an doenn dre biñs-tro diabarzh ar savadur.

Sez ar MiB a rankfe bezañ en n° 504 eus Battery Drive, e gwir ez eo chomlec'h an Holland Tunnel a liamm Manhattan d'an New Jersey. N'ez eus eus ar sez-se nemet e studioioù Sony e Los Angeles.[2]

Bravigerezh Rosenberg a ro lec'hiet en n° 54 MacDougal Street.[3]

An emgann dibenn a-enep d'an ezdouarad a c'hoarvez e park Flushing Meadows e lec'h ma vez bep bloaz an US Open. Gwelet e vez an Unispherenn.

Ar Sonerezh[kemmañ]

Men in Black (film)
gant Danny Elfman
Deuet er-maez 1 a viz Gouere 1997
Enrollet e 1997
Padelezh 66:00
Stil Tennet eus ur film (Men in Black I) (Hip hop, R&B)
Ti-embann Columbia/Sony

Er Stadoù Unanet e voe produet daou soundtrack disheñvel : ur soundtrack hag un album, gant kanaouennoù disheñvel. E Bro-Saoz ne voe produet nemet an album, met posubl e oa emporzhiañ an hini all.

Listenn an tonioù[kemmañ]

  1. "M. I. B. Main Theme"
  2. "D's Memories / Chase"
  3. "Edgar's Truck / A New Man"
  4. "Imports / Quiet Moment"
  5. "J Contemplates"
  6. "Headquarters"
  7. "The Suit"
  8. "Morgue Time"
  9. "Petit Mort"
  10. "K Reminisces"
  11. "Orion's Belt / Cat Stinger"
  12. "Noisy Cricket / Impending Trouble"
  13. "Sexy Morgue Babe / Icon"
  14. "Promised Land / Tunnel ride"
  15. "Take Off / Crash"
  16. "Finale"
  17. "M.I.B. Closing Theme"

Danny Elfman en deus savet ar skrid-sonerezh evit ar film, hag evel boaz en deus mesket sonerezh laz-seniñ ha sonerezh elektronek. Kavout a reer ivez lodennoù Jazz e sonerezh pennañ ar film M.I.B.

Filmadurezh Men in Black[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 Men in Black (1997). Box Office Mojo. Kavet d'an 2007-12-14.
  2. Couleur New York
  3. 54 MacDougal Street war Google Street View