Danny Elfman
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Danny Elfman a zo ur sonaozer filmoù amerikan bet ganet d'an 29 Mae 1953 e Amarillo (Teksas). Dimezet eo gant ar gomedianez Bridget Fonda.
Sonaozer muiañ karet Tim Burton eo. Savet en deus sonerezh eus pep brasañ e filmoù. E vouez a c'heller klevet ivez er Film Nightmare before Christmas. Jack eo pa gan, Barrel (unan eus an tri bugel) hag ar furlukin. E vouez a c'heller klevet ivez er film Charlie and the Chocolate Factory.
Savet en deus ivez ton The Simpsons krouet gant Matt Groening, tonioù Kontadennoù ar C'hleuz, The Flash ha Desperate Housewives.
Kanet ha sonet en deus er strollad Oingo Boingo, etre 1976 ha 1995. Seizh albom zo bet savet ganto. Un eizhvet, So-Lo a oa sinet gant anv Danny Elfman hepken. E-touez kanaouennoù brudetañ ar strollad emañ Weird Science, bet implijet er film (John Hugues, 1985) hag er rummad-film, ar memes titl ganto. Eno e sone gant unan eus e genlabourerien fealañ, Steve Bartek, a gendalc'h da skoazellañ anezhañ hiziv war e sonskridoù evit ar sinema.
E 2004 e savas ton pennañ ar c'hoari video Fable, renet gant Peter Molyneux, evit X-Box Microsoft. Ar peurrest eus ar sonerezh zo bet savet gant Russel Shaw.
D'an 23 a viz C'hwevrer 2005 en deus Danny Elfman tañvaet d'ur mod nevez da sevel ha kinnig e sonerezh. D'an deiz-se e Carnegie Hall e oa bet tu da glevet e sonskrid Serenada Schizophrana. Pedet e oa bet gant an American Composers Orchestra da sevel ur sonskrid evit bezañ sonet gant ul laz-seniñ. C'hwec'h lodenn zo d'ar sonskrid, savet evit laz-seniñ ledan, binvioù elektronek, daou biano ha laz-kanañ merc'hed.
[kemmañ] Roll ar filmoù
- 1980 : The Forbidden Zone gant Richard Elfman
- 1985 : The Story of a Rebel and his Bike gant Tim Burton d.l.e. Pee Wee's Big Adventure
- 1986 : Back to school gant Alan Metter
- 1986 : Wisdom gant Emilio Estevez
- 1988 : Big Top Pee-Wee gant Randal Kleiser
- 1988 : Scrooged gant Richard Donner
- 1988 : Midnight Run gant Martin Brest
- 1988 : Beetlejuice gant Tim Burton
- 1989 : Batman gant Tim Burton
- 1990 : Nightbreed gant Clive Barker
- 1990 : Dick Tracy gant Warren Beatty
- 1990 : Darkman gant Sam Raimi
- 1990 : Edward Scissorhands gant Tim Burton
- 1991 : Pure Luck gant Nadia Tass (daou don gant Elfman, ar peurrest savet gant Jonathan Sheffer)
- 1991 : Batman Returns gant Tim Burton
- 1992 : Article 99 gant Howard Deutch
- 1993 : Evil Dead 3: Army Of Darkness gant Sam Raimi (un ton gant Elfman, ar peurrest savet Joseph LoDuca)
- 1993 : Sommersby gant Jon Amiel
- 1994 : Black Beauty gant Caroline Thompson
- 1994 : The Nightmare before Christmas gant Henry Selick
- 1995 : To Die For gant Gus Van Sant
- 1995 : Dead Presidents gant Albert Hugues hag Allen Hugues
- 1995 : Dolores Claiborne gant Taylor Hackford
- 1996 : Tales From The Crypt Present: Bordello of Blood gant Gilbert Adler (ton Kontadennoù ar C'hleuz, ar peurrest savet gant Chris Boardman)
- 1996 : The Frighteners gant Peter Jackson
- 1996 : Mission: Impossible gant Brian De Palma
- 1996 : Extreme Measures gant Michael Apted
- 1996 : Mars Attacks! gant Tim Burton
- 1997 : Men in Black gant Barry Sonnenfeld
- 1997 : Freeway gant Matthew Bright
- 1997 : Good Will Hunting gant Gus Van Sant
- 1997 : Flubber gant Les Mayfield
- 1997 : Scream 2 gant Wes Craven (un ton gant Elfman, ar peurrest savet gant Marco Beltrami)
- 1998 : A Civil Action gant Steven Zaillian
- 1998 : A Simple Plan gant Sam Raimi
- 1998 : Instinct gant Jon Turteltaub
- 1999 : My favorite Martian gant Donald Petrie (un ton gant Elfman, ar peurrest savet gant John Debney)
- 1999 : Anywhere but here gant Wayne Wang
- 1999 : Sleepy Hollow gant Tim Burton
- 2000 : The Family Man gant Brett Ratner
- 2000 : Proof of Life gant Taylor Hackford
- 2001 : Spy Kids gant Robert Rodriguez
- 2001 : Planet of the Apes gant Tim Burton
- 2001 : Heartbreakers gant David Mirkin (un ton gant Elfman, ar peurrest savet gant John Debney)
- 2001 : Novocaine gant David Atkins (daou don gant Elfman, ar peurrest savet gant Steve Bartek)
- 2002 : Spider-Man gant Sam Raimi
- 2002 : Men in Black 2 gant Barry Sonnenfeld
- 2002 : Red Dragon gant Brett Ratner
- 2002 : The Hulk gant Ang Lee
- 2002 : Chicago gant Rob Marshall
- 2004 : Big Fish gant Tim Burton
- 2004 : Spider-Man 2 gant Sam Raimi
- 2005 : Charlie and the Chocolate Factory gant Tim Burton
- 2005 : Corpse Bride gant Tim Burton
- 2006 : Deep Sea 3D gant Howard Hall diwar e sonskrid Serenada Schizophrana
- 2006 : Nacho Libre gant Jared Hess
- 2006 : Charlotte's Web gant Gary Winick
- 2007 : Meet The Robinsons gant Stephen J. Anderson
- 2007 : The Kingdom gant Peter Berg

