Matilda Toskana
Matilda Toskana, anavezet ivez evel Mathilde Briey pe Matilde di Canossa en italianeg (abalamour d'he c'hastell), lesanvet la Gran Contessa (ar Gontez veur) en italianeg ivez (war-dro 1046 - 24 a viz Gouhere 1115) a oa ur briñsez italian, a orin frank, skoazellerez ar pab e-pad Tabut an Anvidigezhioù.
He buhez [kemmañ]
Merc'h e oa d'ar markiz Bonifatius III Toskana ha da Beatris Loren, he mamm a oa merc'h da Frederig II, dug Lotaringia Uhel ha da Matilda Swabia.
En 1071 e timezas da Godefroid III an Tort († 1076), duc de Basse-Lorraine, hag en 1089 da Welf II Bavaria , met dizimeziñ a reas en 1095.
En 1077 eo e porzh he c'hastell e Canossa e voe graet pinijenn gant Herri IV an Impalaeriezh santel pa en em gavas gant ar pab Gregor VII.
Mervel a reas Matilda en 1115. Kaset e voe he c'horf da Roma ha beziet e penniliz Sant-Per e-kreiz ar XVIIvet kantved.
Kontez Briey (Briey ) e oa ivez ha diazezerez abati Orval.
Bez ez eo unan eus ar merc'hed a bouez en istor ar Grennamzer en Europa.