Beatris Loren
Beatris Loren, pe Beatris Bar ( Béatrice de Bar e galleg), marvet en 1076, a voe, dre he dimezioù, markizez Toskana, goude-se dugez Lotaringia Izel. Eil merc'h an dug Frederig II Loren, a oa dug Lotaringia Uhel ha kont Bar, ha Matilda Swabia e oa he mamm.
Pa varvas he breur Frederig III Loren e voe savet Beatris hag he c'hoar Sofia Bar gant he moereb Gisela Swabia, a oa pried an impalaer Konrad II . En 1037 e voe dimezet da v-Bonifatius III Toskana (war-dro 052), Dug-meur Toskana. Tri bugel o doe:
- Beatris († 1053)
- Bonifatius IV Toskana († 1055), markiz Toskana
- Matilda Toskana († 1115), markizez Toskana, dimezet en 1071 da Godefroy III le Barbu, duc de Basse-Lotharingie, ha goude en 1089 da Welf IV, dug Bavaria.
Drouklazhet e voe Bonifatius III en 1052, ha diwar-se e voe lakaet da ren e stadoù he fried da c'hortoz he mab da vout en oad. Met pa varvas he mab e tistroas da Lotharingia-Izel. En 1054 e timezas d'he c'henderv , Godefroy II († 1069), dug Lotharingia-Izel, hep aotre an impalaer Henri III.
