Mankato (Minnesota)

Eus Wikipedia
Mankato (Minnesota)
Ur savadur rummet, ur greizenn genwerzh enni.

Mankato zo ur gêr e Minnesota, e Stadoù-Unanet Amerika.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez niveradeg-poblañs ar bloavezh 2000 e oa 32 427 a annezidi e kêr, kresket betek war-dro 36 500 e 2009.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krougadeg 38 Amerindian

Bro ar bobl amerindian Lakota e oa a-raok donedigezh Europeaned. Krouet e voe ar gumun gant donedigezh Parsons King Johnson e miz C'hwevrer 1852, gant an divroadeg a reter da gornôg en XIXvet kantved.
Evit kêr ne voe diazezet da vat nemet d'an 11 a viz Mae 1858, gant Henry Jackson, Parsons King Johnson, ar c'horonal D. A. Robertson ha Justus C. Ramsey.

Krougadeg Amerindianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 26 a viz Kerzu 1862 e voe krouget 38 Amerindian eus ar bobl Dakota gant an arme stadunanat goude Brezel Dakota 1862. E gwirionez eo 303 den a oa bet kondaonet gant lezvarn an arme, met ar prezidant Abraham Lincoln a roas e bardon da 265 anezho.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]