MG 08/15

Eus Wikipedia
Maschinengewehr 08/15
Skeudenn ar pennad Maschinengewehr 08/15

Ur vindrailherez Maschinengewehr 08/15
Kinnig
Bro Banniel Frañs Impalaeriezh alaman
Mont en-dro Mindrailherez
Munisionoù 7,92 x 57 mm Mauser
Produerien Arsanailh Spandau, arsanailh Frankfurt, Maschinen Fabrik Augsburg-Nürnberg, Siemens & Halske, J.-P. Sauer & Sohn, DWM - Deutsche Waffen und Munitions Fabriken, Rheinische Maschinen & Metallwaren Fabrik
Mare implij 1917 – deroù ar bloavezhioù 1930 (en arme alaman)
Pouez ha muzulioù
Mas 13 kg
Hirder 1.410 mm
Hirder ar c'hanol 720 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 400 m
Lusk-tennañ 450 da 600 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 840 m/s
Endalc'h Bandennoù 250 kartouchenn pe boestoù 100 kartouchenn

Ar Maschinengewehr 08/15, anvet ivez MG 08/15, a zo ur vindrailherez alaman savet diwar brevedoù Sir Hiram Maxim ha deveret eus ar Maschinengewehr 08.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1915 e krogas ar soudarded vreizhveurat da implijout armoù hir nevez, ar fuzuilhoù-mindrailher, evel al Lewis Mark I. An armoù aotomatek-mañ o doa ur galloud-tennañ uhel ha gellout a raent bezañ diblaset aes da vare un argad evit goloiñ ar fozioù-brezel nevez-c'hounezet. Abaoe deroù ar Brezel-bed kentañ e veze implijet ar vindrailherez Maschinengewehr 08 gant an arme alaman. Ponner e oa (tost da 62 kg gant he fust hag he dafar) ha meur a soudard a ranke ober war he zro.[1]

E sell da gaout ur vindrailherez skañvoc'h tost d'ur fuzuilh-vindrailher e kemmas an Alamaned an MG 08 adalek 1915. Skañvaet e voe he gwikefre yenaat dre zour, he c'hulasenn, cheñchet e voe he stumm, he c'houch, he draen hag he surentez. Ul lamm koad hag ibilioù da stagañ un daoubez outi a voe ouzhpennet. En holl e voe produet tost da 127.000 skouerenn eus an MG 08/15 e daou arsanailh hag e meur a embregerezh vihan en Alamagn.[2] Ur stumm deveret, an MG 08/18, a voe savet evit bezañ montet war kirri-nij.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek miz Ebrel 1917 e voe pourvezet teir MG 08/15 da bep kompagnunezh troadeien alaman. Kreskiñ a reas diwezhatoc'h da c'hwec'h mindrailherez e pep kompagnunezh, da lavaret eo unan evit pep kevrenn-emgann. Pep batiri kanolioù a resevas er memes koulz div vindrailherez.[2] Implijet e voe kalz en argadoù alaman an nevez-amzer 1918. An MG 13 a gemeras plas an MG 08/15 en arme alaman adalek deroù ar bloavezhioù 1930.

Implijet eo bet an MG 08/15 gant ar Freikorps etre 1919 ha 1921.

Er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En alamaneg e implijer an droienn nullachtfünfzehn (zero-eizh-pemzek) d'ober anv eus un dra standard, boutin, normalizaet.[3]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p. 247
  2. 2,0 ha2,1 (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, Essai de la mitrailleuse MG 08/15, e Cibles n°645, miz Meurzh 2024, p.46-51
  3. (de) Termenadur Nullachatfünfzehn war ar geriadur DDSW - Der Deutsche Wortschatz (lennet d'an 30/03/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan