Luna (strollad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Luna a oa ur strollad sonerien a rae sonerezh dream pop/indie pop. Savet e voe e 1991 gant Dean Wareham da-heul divodañ Galaxie 500. Gantañ e oa Stanley Demeski (The Feelies) ha Justin Harwood (The Chills). E 2004 e kemennjont e vefe divodet ar strollad hag e rejont o sonadeg diwezhañ e Bowery Ballroom e New York d'an 28 a viz C'hwevrer 2005.

E 1994 e tegemerjont ar gitarour Sean Eden pa aozjont o eil pladenn vras titlet Bewitched. E 1997 e kemeras Lee Wall (tabouliner) lec'h Demeski pa oant oc'h enrollañ Pup Tent, ha Britta Phillips (The Belltower) a voe degemeret evel sonerez gitar boud pa'z eas kuit Justin Harwood e 2000. E 2007 e timezas Phillips ouzh Wareham.

Istor[kemmañ]

E 1991, da zibenn troiad Galaxie 500 er Stadoù-Unanet (e penn-kentañ sonadegoù Cocteau Twins) e lavaras Dean Wareham da Damon Krukowski ha Naomi Yang e kuitae ar strollad. Sinañ a reas ur gevrat gant Elektra Records hag ec'h enrollas un nebeud tonioù gant Jimmy Chambers (tabouliner Mercury Rev). Ul lodenn eus an tonioù-se a voe embannet diwezhatoc'h er single "Anesthesia" embannet gant No.6 Records er Stadoù-Unanet ha gant Mint Tea er Rouantelezh Unanet gant an anv "Dean Wareham."

Dedennet e voe tud an ti-embann Elektra hag e voe kinniget ur gevrat da Wareham hag a grogas neuze da glask sonerien. Da gentañ ez eas e darempred gant Justin Harwood, ha goude-se gant an tabouliner Byron Guthrie. Enrollañ a rejont tonioù a voe produet gant Dave Fridmann hag e rejont sonadegoù gant Grasshopper (gitarour Mercury Rev). Guthrie Stanley Demeski a gemras plas Guthrie hag e c'h enrolljont o fladenn gentañ, Lunapark he zilt, producet gant Fred Maher hag embannet gant Elektra gant an anv Luna² peogwir e oa ur soner new-age anvet "Luna." (Later an accord was reached which allowed the band to use the name Luna.)

Da-heul embann Lunapark e klaskjont ur gitarour ha degemeret e voe neuze ar Kanada|c'hanadian Sean Eden. Enrollañ a rejont tonioù bet savet gant tud all, a gaver en o fladenn EP Slide, hag e sonjon er Stadoù-Unanet. E-kreiz 1993 e sonjont e penn-kentañ sonadegoù The Velvet Underground en Europa. Da-heul e stagjont gant enrollañ o eil pladenn, Bewitched he zitl. En rollet e voe e was recorded in New York ha kenbroduet gant ar strollad ha Victor Van Vugt. Sterling Morrison a sonas gitar war div ganaouenn, hag embannet e voe ar bladenn e 1994.

E 1995 ez eas ar strollad da studio Sorcerer Sound (New York) ma enrolljont o zrede pladenn titlet Penthouse. Tom Verlaine (gitarour Television) a son gitar war "Moon Palace" ha "23 Minutes in Brussels." E miz Eost 1995 e voe embannet ar bladenn ha degemeret mat-tre e voe gant ar vurutellerien, lakaet e voe e-touez pladennoù gwellañ ar bloavezhioù 1990 gant kazetennerien Rolling Stone [1]. E dibenn ar bladenn e kaver Bonnie and Clyde (savet gant Serge Gainsbourg) sonet en-dro gant ar strollad, ha ma kan Laetitia Sadier (Stereolab) asambles gant Dean Wareham. Embannet e voe e stumm ur single er Rouantelezh Unanet, ma voe lakaet da single ar sizhun gant kazetennerien Melody Maker.

Pladennoù[kemmañ]

Pladennoù bras[kemmañ]

Pladennoù EP[kemmañ]

Pladennoù bihan (singles)[kemmañ]

  • This Time Around
  • Chinatown (Radio Edit)/Chinatown (Album Version) (1995)
  • Hedgehog/23 Minutes in Brussels/No Regrets/Happy New Year (1995)
  • Bonnie & Clyde (Bonnie Parker Version)/Chinatown/Thank You For Sending me an Angel/Bonnie & Clyde (Clyde Barrow Version) (1995)
  • Bonnie & Clyde/Chinatown (1995)
  • Season of the Witch (Edit) (1996)
  • Season of the Witch/Indian Summer/Lost in Space/23 Minutes in Brussels (1996)
  • Bobby Peru (Radio Edit)/Audio Biography (1997)
  • IHOP/Fuzzy Wuzzy/Words without Wrinkles (1997)
  • Bobby Peru/In the Flesh/Beggar's Bliss (Demo)/Bob le Flambeur (1997)
  • Hedgehog/23 Minutes in Brussels (1997)
  • Beautiful View/Bobby Peru(U.S. Radio Edit)/California (Live) (1998)
  • Superfreaky Memories/Neon Lights/the Bad Vibe Merchant (1999)
  • Lovedust/Black Postcards/Only Women Bleed (2002)
  • Speedbumps/Astronaut/Eyes in my smoke (2004)

DVD[kemmañ]

Pladennoù all[kemmañ]

  • Dean Wareham, "Anesthesia" ma kaver Anesthesia/I Can't Wait/Tomato Poodle
  • Dream Baby Dream, albom Invitation to a Suicide (1997)
  • Britta Phillips & Dean Wareham, "L'Avventura" (2003)
  • Britta Phillips & Dean Wareham, "Back Numbers" (2007)

Sonerezh filmoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Notenn[kemmañ]