Galaxie 500

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Galaxie 500 a oa ur strollad slowcoredream pop amerikan savet e 1986 ha divodet e 1991 goude bet embannet teir fladenn. [1]

Istor[kemmañ]

Ar gitarour Dean Wareham, an tabouliner Damon Krukowski hag ar sonerez gitar boud Naomi Yang a gejas e Dalton School e New York City, met a-fet sonerezh e krogjont da seniñ asambles pa oant e skol-veur Harvard.[1][2][3] Wareham ha Krukowski a sone en ur strollad anvet Speedy and the Castanets, met ar soner gitar boud a oa aet kuit. Yang a grogas neuze da seniñ ganto, ha kemmet e voe anv ar strollad evit dont da vezañ Galaxie 500, diwar anv karr ur mignon dezho (Ford Galaxie 500, ur c’harr eus ar bloavezhioù 1960).[1]

Sonadegoù kentañ ar strollad a voe e Boston hag e New York, hag un demo a enrolljont hag a gasjont da Mark Kramer, hag eñ e penn an ti-embann 'Shimmy Disc'. Asantiñ a reas produiñ o fladenn.[1] Gantañ ec’h enrolljont neuze o single anvet "Tugboat" single hag "Oblivious" fleksi-disc. O albom kentañ, and moved on to record Today e ditl, a enrolljont da heul. Embannet e voe gant Aurora .[2] E 1989 e voent degemeret gant Rough Trade, hag e lakajont embann o eil pladenn, On Fire e ditl, gwelet evel sonerezh "lo-fi gant levezon Jonathan Richman ha hini The Velvet Underground",[2] ha gwelet eo evel o fladenn wellañ.[1] On Fire a voe degemeret mat-tre er Rouantelezh-Unanet (7vet plas en UK Indie Chart), met ne voe ket degemeret ken mat er Stadoù-Unanet : rebechoù evit a sell ouzh mouezh Wareham a voe.[4][5]

Galaxie 500 a enrollas div Beel Session, an div a c’haller klevout war an albom anvet Peel Sessions. O doare da seniñ "Don't Let Our Youth Go To Waste" (ton bet krouet gant Jonathan Richman) a voe votet niverenn 41 e-pad Festive 50 e 1989.[6] Divodet e voe ar strollad e 1991 goude bezañ bet embannet e drede albom anvet This Is Our Music, Wareham quitting the band after a lengthy American tour.[2][3] Pladennoù Galaxie 500 a voe embannet er Rouanteelezh-Unanet hag er Stadoù-Unanet gant an ti-embann dizalc’h Rough Trade. Pa reas freuz-stal e voe prenet an enrolladennoù orin gant Krukowski ha Yang, hag int a lakaas adembann o fladennoù gant Rykodisc e 1997.

Doare da seniñ ha levezon[kemmañ]

Sonerezh Galaxie 500 a zo eeun da vat, ha n’eo ket o barregezhioù evel sonerien a gont, met kentoc’h an aergelc’h, a-drugarez da zoare produiñ Kramer. A-fet levezon e c’haller menegiñ The Velvet Underground ha Jonathan Richman.[2][4] In interviews on the Galaxie 500 DVD Don't Let Our Youth Go to Waste, Wareham a lavar eo bet levezonet ivez gant Spacemen 3.

Goude Galaxie 500[kemmañ]

Wareham a grogas da broduiñ pladennoù, labourat a reas gant Mercury Rev. Ur bladenn single, "Anesthesia" he zitl, a lakaas embann e miz C’hwevrer 1992, ha sevel a reas ur strollad nevez anvet Luna. Krukowski ha Yang a gendalc’has da enrollañ pladennoù dindan an anv Pierre Etoile da gentañ, ha Damon and Naomi da c’houde. Seniñ a reont ivez er strollad anvet Magic Hour.[2]

Levezon war arzourien all[kemmañ]

Ur bern strolladoù indie a zo bet levezonet gant Galaxie 500, en o zouez ar strollad Low.[4] E-barzh "Stratford-on-Guy" kanet gant Liz Phair e klever, "And I was pretending that I was in a Galaxie 500 video." E-barzh "Dr. Troll" gant Xiu Xiu, e klever "Listen to On Fire and pretend someone could love you." Ar strollad anvet The Submarines en deus sonet "Tugboat" e-kerzh un iTunes Live Session EP. Pladenn The Brian Jonestown Massacre anvet And This Is Our Music a zo un doare da enoriñ Galaxie 500.[4] Hervez Thurston Moore ez eo Today pladenn c'hitar gwellañ 1988.[7]

Tonioù bet krouet gant tud all ha sonet ganto[kemmañ]

Sed aez ar c’hanaouennoù bet krouet gant tud all ha bet sonet en-dro gant Galaxie 500 :

Pladennaoueg[kemmañ]

Pladennoù[kemmañ]

Dastumadegoù[kemmañ]

  • Galaxie 500 (box set) (1996) Rykodisc
  • The Portable Galaxie 500 (best-of, (1998) Rykodisc

Pladennoù Single[kemmañ]

  • "Tugboat"/"King of Spain" (1988) Aurora
  • "Oblivious" flexi-disc included with the Chemical Imbalance magazine
  • "Blue Thunder"/"Hail" (split w/ Straightjacket Fits) (1989)
  • "Blue Thunder EP" (1990) Rough Trade
  • "Rain"/"Don't Let Our Youth Go to Waste" (1990) Caff Records
  • "Fourth of July"/"Here She Comes Now" (1990) Rough Trade
  • "Snowstorm" (live)/"Pictures" (live) (2004)

Video[kemmañ]

  • "Tugboat" (1988)
  • "Blue Thunder" (1989)
  • "When Will You Come Home" (1989)
  • "Fourth of July" (1990)

DVD[kemmañ]

  • Don't Let Our Youth Go to Waste (2004)

daveoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 Ankeny, Jason. Galaxie 500 Biography. allmusic.com. Macrovision Corporation.
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 Strong, Martin C. (1999). The Great Alternative & Indie Discography. Canongate. ISBN 0-86241-913-1. 
  3. 3,0 3,1 Larkin, Colin (1992). The Guinness Who's Who of Indie and New Wave Music. Guinness Publishing. ISBN 0-85112-579-4. 
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 Buckley, Peter (2003). The Rough Guide to Rock. Rough Guides. 408-409 p. ISBN 1843531054. 
  5. Lazell, Barry (1997). Indie Hits 1980-1999. Cherry Red Books. ISBN 0-9517206-9-4. 
  6. Keeping It Peel : Galaxie 500. Keeping It Peel. BBC.
  7. Bollig, Ben (October 2004). Galaxie 500 "Uncollected" (review). No Ripcord.

Liamm diavaez[kemmañ]

  • A Head Full of Wishes – Ul lec’hienn glok enni pladennaoueg ar strollad, komzoù ha sonerezh ar c’hanaouennoù, ha listennad ar sonadegoù