Luise Henriette von Oranien
Luise Henriette von Oranien, pe Louise Henriëtte van Nassau en izelvroeg (Den Haag 1627–1667 Berlin ) a oa ur briñsez izelvroat, kontez Nassau, ha merc'h henañ Frederig Herri, Priñs Orañj hag Amalia von Solms-Braunfels. Merc'h-vihan e oa da Gwilherm an Tavedeg.
He buhez [kemmañ]
He bugaleaj a dremenas e lez he zad, ar stadthouder . He mamm a glaske un dimeziñ roueel dezhi, ha kaoz a voe ur pennad eus ar roue saoz Charlez II. Ret e voe dezhi dilezel he c'harantez ouzh Henri Charles de la Trémoille, Priñs Talmant, mab da Henry de La Trémoille eta, ha dimezet e voe da Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg (1620-1688), Dilenner Brandenburg, e Den Haag e miz Kerzu 1646, da zeiz he 19 vloaz.
A bouez e oa an emglev-se da Zilenner Brandenburg abalamour ma oa an Izelvroioù o pinvidikaat hag en devoa ezhomm da gaouto skoazell evit kreskiñ levezon Brandenburg e Pommerania.
Dilennerez [kemmañ]
Bevañ a reas an daou zen yaouank e Kleve e-pad o bloavezhioù kentañ a-gevret , alese ez ejont da v-Brandenburg, e 1648. A-hed he buhez pried e heulias he gwaz hag e veajas etre kêrioù Den Haag, Königsberg, Berlin ha Kleve, e-pad brezelioù hag enselladennoù, e Pologn ha Danmark. Kuzulierez he fried e oa. Gant he c'henskriverezh da rouanez Pologn e teuas a-benn da lakaat Pologn da ober emglev gant Brandenburg ha da anavezout Prisia evel proviñs eus Brandenburg . Lavaret e veze ne oa ket bet biskoazh a zilennerez ken bras he levezon. Lakaat a reas sevel kêr Oranienburg e 1650-52.
Mibien [kemmañ]
C'hwec'h bugel he doe, hogen ne vevas nemet tri mab:
- Karl Emil (1655–1674);
- Frederig Iañ (Prusia) (1657–1713);
- Ludwig (1666–1687), pried kentañ Ludwika Karolina Radziwiłł.