Lizherenneg ar brezhoneg

Eus Wikipedia

Lizherenneg ar brezhoneg zo ul lizherenneg zo bet savet, ha kemmet meur a wech en istor, gant geriadurourien ha yezhadurourien.

Lizherennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er XVIIvet kantved e oa bet degaset al lizherenn c'h.
En XIXvet kantved e oa bet degaset implij a-vras al lizherenn k e-lec'h c ha q(u) ; betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak e hag i, aliesoc'h dirak n ("knech"), ha tost bepred evit ker ("kêr") hag un nebeud gerioù all[1].
En XXvet kantved e oa bet savet ar peurunvan, ha deuet d'e heul :
    • ar zh, ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo, er c'hoari skrabell da skouer ;
    • an , a vez gwelet evel ul lizherenn a-wechoù ;
    • ouzhpenn-se, er c'hantved-se ivez, e voe addegaset al lizherenn c.

Lizherenneg ar Gonideg e 1838[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo e 1838 er Grammaire celto-bretonne savet gant Yann-Frañsez ar Gonideg[2] hag a voe embannet kevret gant an Dictionnaire Breton-Français, gant ur rakskrid savet gant Kervarker.

Lizherenneg Ar Gonideg, 1838
A, B, K, D, E, F, G, H, CH, C'H, I, J, L, M, N, O, P, R, S, T, U, V, W, Z
  • Merkit n'eus Y ebet el lizherenneg-se. Hervez ar yezhadurour ez eus 6 vogalenn e brezhoneg : a, e, i, o, u ha w.


Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch c C'h c'h I i J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

An urzh ABK e 1947[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1947 e kaved ar memes lizherennoù en un urzh all e Yezhadur bras ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella :

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur bras ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch ch C'h c'h I i Y y J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Z z

An urzh-se ivez a veze kavet

Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ al lizherenneg a zo e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Favereau e 2011, hag abaoe ar bloavezhioù 1980.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b Ch c C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Met urzhioù all zo bet a-raok, hag a zo bet abaoe.


An urzh ABC[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lizherenn ouzhpenn, c, a zo bet lakaet e Geriadur an Here e 1995, hag an urzh a zo neuze:

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Geriadur an Here,
A a B b C c Ch ch C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Hep ch na c'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un urzh all zo c'hoazh, gant c met hep ch na c'h, e-barzh La grammaire bretonne pour tous, gant Eugène Chalm.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur Chalm,
A a B b C c D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En deskadurezh n'eus urzh ofisiel ebet. Koulskoude ez eus bet kaoz da ober unan e Diwan, a vefe goulennet digant ar skolaerien implij. E 2023 n'eo ket graet c'hoazh

2023[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet ez eus ul lizherenneg gant Bannoù-Heol, anvet Mil tamm lizherenneg Arzhig Du. [3]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh, 1987, p. 118.
  2. Le Gonidec, Jean-François-Marie-Maurice-Agathe. Grammaire celto-bretonne. Paris : H. Delloye, 1838 p. 1.
  3. [1]