Skrabell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Skrabell er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Skrabell e kembraeg
Ar c'hoari gresianek evit ar vugale
Lizherennoù ar skrabell arabek

Ur c'hoari gant lizherennoù eo ar skrabell. Klask a ra ar c'hoarierien sevel gerioù, goleiñ ur gael karrezennet ganto, ha darn eus ar c'harrezioù livet a c'hall kreskiñ talvoudegezh ar ger pe hini ul lizherenn hepken.

Anv[kemmañ]

Dont a ra ar ger brezhonek eus ar ger saoznek Scrabble (anv ar merk diskleriet), anv ar c'hoari er yezh orin.

E 121 vro hag e 29 yezh e vez gwerzhet ar skrabell. Hasbro eo perc'henn ar gwirioù evit SUA ha Kanada, ha Mattel evit an holl vroioù all.


Istor[kemmañ]

Ijinet eo bet gant Alfred Mosher Butts en Evrog Nevez e 1931, ha Lexico e oa an anv kentañ.

Kemmet e voe an anv, re dost d'ur c'hoari all anvet Lexicon, ha diskleriet e 1948 gant James Brunot en doa prenet ar gwirioù.

E brezhoneg[kemmañ]

Pennadoù diwar-benn ar skrabell a oa bet en XXvet kantved er c'helaouennoù Bremañ hag Al Lanv. Met ne oa ket bet c'hoariet da vat ken na voe 2008 hag ar genstrivadeg aozet gant Diwan.

Reolennoù[kemmañ]

Seizh lizherenn a vez tennet gant pep c'hoarier eus ur sac'h ha c'hoari a reont a bep eil. Da c'houzout piv a c'hoari da gentañ e vez tennet un 8vet lizherenn , a vo adlakaet er sac'h goude, ha d'an hini tostañ eus A da gregiñ.


E kembraeg[kemmañ]

"Angenrheidiol" eo ar ger a ro ar muiañ a boentoù.

Ar 105 lizherenn er c'hoari kembraek
Lizherenn Punten Aantal Letter Punten Aantal Letter Punten Aantal Letter Punten Aantal Letter Punten Aantal
A 1 10 E 1 8 J 8 1 O 1 6 TH 4 2
B 3 2 F 2 3 L 2 4 P 5 1 U 2 3
C 4 2 FF 4 2 LL 5 1 R 1 7 W 1 5
CH 5 1 G 2 3 M 3 1 RH 10 1 Y 1 7
D 1 6 H 4 2 N 1 8 S 3 3 Blanco 0 2
DD 1 4 I 1 7 NG 10 1 T 3 2


Kenstrivadegoù[kemmañ]

C'hoari Vladimir Nabokov, er Mirdi Nabokov, e Sant Petersbourg.
Un tournamant klasel e Cannes (Bro-C'hall)

A-hervez ne veze kenstrivadegoù nemet e saozneg, spagnoleg ha galleg. Ret eo kontañ ur pedervet yezh eta, peogwir ez eus bet aozet ur genstrivadeg e brezhoneg e 2008.

Daou zoare zo da c'hoari er c'henstrivadegoù.

  • daou zen tal-ouzh-tal, an doare nemetañ implijet e saozneg hag e spagnoleg a-hervez, a vez c'hoariet ivez e galleg;
  • an duplicate, ijinet gant ur Belgiad, hag a blij kenañ d'ar c'hallegerien; an doare-se a oa bet implijet e kenstrivadeg Diwan.

Petra eo an "duplicate"[kemmañ]

Tournamant duplicate e Bro-C'hall

Ijinet eo bet ar c'hoari duplicate gant Hippolyte Wouters e 1970.

Kampionadoù[kemmañ]

  • Kampionadoù gallek a zo e meur a vro: e Belgia, Suis, ha Tunizia, ouzhpenn Bro-C'hall;
  • Kampionadoù saoznek zo en Iwerzhon;
  • Kampionadoù bedel zo ivez, e galleg, spagnoleg ha saozneg.

Liammoù diavaez[kemmañ]

e galleg[kemmañ]

  • Eliot, ur poellad digoust (Windows, Mac, Linux) evit deskiñ c'hoari en duplicate... en galleg.

e gouezeleg Skos[kemmañ]

e katalaneg[kemmañ]

e kembraeg[kemmañ]

e saozneg[kemmañ]