Elisabeth Charlotte von der Pfalz, La Palatine

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Liselotte von der Pfalz
Anekdoten vom Französischen Hofe, 1789.
Madame o kinnig Filenner Saks d'ar roue gall Loeiz XIV.
Arms of Élisabeth Charlotte of the Palatinate, Princess Palatine as Duchess of Orléans.png

Elisabeth Charlotte, priñsez Pfalz, anavezet ivez en alamaneg evel Liselotte von der Pfalz (1652–1722), hag e galleg evel La Palatine, a oa ur briñsez alaman, eus Pfalz, e lez ar roue gall Loeiz XIV er XVIIvet kantved. Dimezet e oa da Philippe de France (1640-1701), dug Orleañs, lesanvet Monsieur (evel breudeur ar rouaned abaoe Loeiz XIII), breur d'ar roue. Dre-se e veze graet Madame pe dugez Orléans anezhi. En he ziegezh alaman e oa "Liselotte" ha netra ken.

He buhez[kemmañ]

Elisabeth Charlotte von der Pfalz a oa ganet d'ar 27 a viz Mae 1652 e kastell Heidelberg, a voe devet gant an arme c'hall 18 vloaz goude e-kerzh arigrap Pfalz. Merc'h e oa da g-Karl Iañ Ludwig von der Pfalz (1617-1680) ha da Charlotte von Hessen-Kassel (1627-1686). He zud, dimezet en 1650, a zizimezas e 1657.

He skridoù[kemmañ]

Brudet eo he lizhiri en alamaneg hag a voe troet hag embannet e galleg goude he marv.

He dimeziñ[kemmañ]

Dimezet e voe d'an 19 a viz Du 1671 e Châlons-en-Champagne da Fulup Iañ Orleañs (1640-1701), breur d'ar roue gall Loeiz XIV.
Troet e oa he gwaz gant ar baotred, met dont a reas a-benn d'ober tri bugel dezhi.

Skrivet he deus miliadoù a lizheroù, da gerent ha mignoned deuet da vout brudet abalamour d'an doare ma komze, ha ma wallgomze, eus hec'h amezeien.

He bugale[kemmañ]

Mervel a reas d'an 8 a viz Kerzu 1722 e Saint-Cloud, e Bro-C'hall.

Lennadurezh[kemmañ]