Elisabeth Charlotte von der Pfalz, La Palatine
Elisabeth Charlotte, priñsez Pfalz, anavezet ivez en alamaneg evel Liselotte von der Pfalz (1652–1722), hag e galleg evel La Palatine, a oa ur briñsez alaman, eus Pfalz, e lez ar roue gall Loeiz XIV er XVIIvet kantved. Dimezet e oa da Philippe de France (1640-1701), dug Orleañs, lesanvet Monsieur (evel breudeur ar rouaned abaoe Loeiz XIII), breur d'ar roue. Dre-se e veze graet Madame pe dugez Orléans anezhi.
Taolenn |
He buhez [kemmañ]
Elisabeth Charlotte von der Pfalz a oa ganet d'ar 27 a viz Mae 1652 e kastell Heidelberg, a voe devet gant an arme c'hall 18 vloaz goude e-kerzh arigrap Pfalz. Merc'h e oa da Karl Iañ Ludwig von der Pfalz (1617 - 1680), comte palatin du Rhin ha da Charlotte von Hessen-Kassel (1627-1686). He zud, dimezet en 1650, a zizimezas e 1657.
He skridoù [kemmañ]
Brudet eo he lizhiri en alamaneg hag a voe troet hag embannet e galleg goude he marv.
He dimeziñ [kemmañ]
Dimezet e voe d'an 19 a viz Du 1671 e Châlons-en-Champagne da Philippe de France, breur ar roue gall.
Troet e oa he gwaz gant ar baotred, met dont a reas a-benn d'ober tri bugel dezhi.
Skrivet he deus miliadoù a lizheroù, da gerent ha mignoned deuet da vout brudet abalamour d'an doare ma komze, ha ma wallgomze, eus hec'h amezeien.
He bugale [kemmañ]
- Alexandre-Louis, marvet da 3 bloaz, ma voe glac'haret bras (1676),
- Philippe d'Orléans a voe rejant pa varvas ar roue Loeiz XIV .
- Élisabeth Charlotte d'Orléans (°1676 ; † 1744) a zimezas da Leopold Iañ, dug Loren ha Bar, devient régente des duchés puis princesse souveraine de Commercy. Ces derniers sont les grands-parents paternels de la reine Marie-Antoinette (°1755 ; † 1793) et les ancêtres de la famille de Habsbourg-Lorraine.
Mervel a reas d'an 8 a viz Kerzu 1722 e Saint-Cloud, e Bro-C'hall.
Lennadurezh [kemmañ]
- Daniel des Brosses, La Palatine : l'incorrigible épistolière aux 60 000 lettres, Paris, AkR, coll. « L'histoire en regard », 2004, 156 Patrom:P., 21 cm (ISBN 2-913451-20-9).
- Dirk Van der Cruysse, Madame Palatine, princesse européenne, éd. Fayard, Paris, décembre 1988, 748 Patrom:P. (ISBN 2-213-02200-3)
- Simone Bertière, Les Femmes du Roi-Soleil, éd. de Fallois, 1998 (ISBN 2-253-14712-5)
- Françoise Hamel, "Fille de France", Plon, 302 Patrom:P., 2004 (ISBN 2-259-19929-1)
- Françoise Hamel, "Madame écrit", Plon
- Antonia Fraser, Les Femmes dans la vie de Louis XIV, Flammarion, 2007
- Philippe Cougrand, Madame, Monsieur ou l'Impromptu de Saint-Cloud, Théâtre, Pleine Page éd., 2008 (ISBN 978-2-913406-85-8)