Liam Lynch
Liam Lynch (Liam Ó Loingsigh en iwerzhoneg), ganet d'an 9 a viz Du 1893 ha marvet d'an 10 a viz Ebrel 1923, a oa un ofiser en Irish Republican Army e-pad brezel dizalc'hidigezh Iwerzhon ha "commanding general"/"pennrener" ar bagadoù enep-feur-skrid an Irish Republican Army e-pad Brezel diabarzh Iwerzhon.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lynch a zo bet ganet e korn-bro Barnagurraha, Kontelezh Limerick, e-kichen Mitchelstown, e kontelezh Cork, mab da Jeremiah ha Mary Kelly Lynch. Mont a reas da skol Anglesboro, betek e 12 vloaz. E 1910, pa oa 17 vloaz, e krogas da zeskiñ ur vicher e kinkailherezh O'Neill e Mitchelstown, e-lec'h ma teuas da vezañ ezel eus ar Gaelic League hag eus ar gevredigezh Ancient Order of Hibernians. Diwezhatoc'h e labouras e Fermoy en ur stal e-lec'h ma werzhe koad. Goude Emsavadeg Pask e voe test eus lazhadenn ha harzadenn David ha Richard Kent gant ar Royal Irish Constabulary.
Brezel Dizalc'hidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Cork voe adaozet gant Lynch an Irish Volunteers, ar gevredigezh vilourel hag a voe kendeuzet gant an Irish Republican Army. E 1919, e Cork atav, e oa bet lakaet da gomandant war ar bagad stourm niverenn 2 eus an IRA a voe renet gantañ a-hed ar brezel dizalc'hidigezh. Lynch a sikouras serriñ un ofiser saoz uhel, ar jeneral Lucas, e miz Even 1920 hag e lazhas ur c'horonal Danford e-pad an taol. Diwezhatoc'h ec'h achapas Lucas kuit a-dre zaouarn an IRA e kontelezh Clare. Paket e voe Lynch gant ofiserien all bagad Cork, e-pad un argadenn kaset da benn gant ar Saozon a-enep ti-kêr Cork, e miz Eost 1920. Tapet e oa bet Terence McSwiney, aotrou maer Cork, da-geñver an taol-se ivez, ha diwezhatoc'h e varvas diwar an harz-debriñ a reas evit enebiñ ouzh e vac'hidigezh. Lynch, avat, a roas un anv faos ha lezet e voe da vont tri devezh diwezhatoc'h. E-keit-se e oa bet lazhet gant ar boliserien saoz daou zen all digablus anvet Lynch ivez droukkemeret evitañ.
E miz Gwengolo 1920 e oa lakaet Lynch hag Ernie O'Malley e penn un argad a-enep kazarnioù an arme saoz e Mallow. Ha dastumet gante an armoù a oa e-barzh, ha devet ul lodenn eus ar savadurioù. Goude fin 1920 e trec'has bagad Lynch div wezh ar Saozon e taolioù-spi. Brezel chouanerezh Lynch a gendalc'has betek penn kentañ 1921, gant un nebeud trec'hoù e-giz pa voe lazhet 13 soudard saoz en un taol spi e-kichen Millstreet. Met diouzh an tu all e voe c'hwitadennoù. Lazhet e voe 8 den eus an IRA ha daou all a voe fuzuilhet. Da-heul c'hwitadenn taol-spi Mourne Abbey e voe paket eizh all, hag goude argad un tren, en Upton, e voe paket pe lazhet 10 soudard eus an IRA.
E miz Ebrel 1921 e oa adframmet an Irish Republican Army gant rannoù savet hervez ar rannvroioù. Ken bras e oa brud Lynch ma voe lakaet komandant e penn kentañ rann-arme ar Su. Adalek miz Ebrel 1921 betek an dreverz a lakaas un termen d'ar brezel e miz Gouere 1921 e oa bet lakaet ur wask brasoc'h-brasañ war penn Lynch: diaesoc'h-diaesañ e oa evit an IRA stourm a-enep ar Saozon abalamour ma oa bet degaset muioc'h a soudarded saoz ha dre ma oant krog d'ober gant bagadoù soudarded bihan stummet evit stourm a-enep strolladoù an IRA a implije an teknikoù chouanerezh. Lynch ne oa ket ken e penn Eil Brigadenn Cork abalamour ma oa ret dezhañ mont dre guzh eus an eil brigadenn a oa e Mumhan d'eben (9 a oa en holl). A-raok an arsav e strive an IRA evit gellout kenderc'hel gant ar stourm. Met nebeutoc'h-nebeutañ a armoù hag a vunisionoù a oa. Hervez tud zo ne vije ket bet tu d'an dispac'hourien Iwerzhonat kenderc'hel pell ken a-raok bezañ trec'het. Setu perak Lynch a welas an arsav-brezel evel ur maread a ziskuizh dreist evit e arme. Laouen-kennañ e oa o welout oa erruet ur prantad a beoc'h. Met en desped da se e hetas memestra kenderc'hel gant ar brezel.
Ar feur-skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar brezel a baouezas da-vat a-drugarez d'ar feur-skrid iwerzhonat-ha-saoz sinet gant ur skipailh a gannaded iwerzhonat (Michael Collins, Arthur Griffith ha Robert Barton e barzh ar strollad-se) hag ar gouarnamant saoz e miz Kerzu 1921.
Lynch oa a-enep ar skrid-se. Hervezañ e wanafe an dra-se ar republik iwerzhonat, krouet e 1916, ha lakaet a rae Iwerzhon d'ur statud a zomonion eus an impalaeriezh saoz. Dont a reas da vezañ e penn ar strollad ren eus an IRA e miz Meurzh 1922, memes ma oa a-enep ar feur-skrid. Lynch, en desped da se, n'en oa ket c'hoant d'en em gavout gant un disrann e-barzh ar strolladoù iwerzhonat. C'hoant en doa e vije kavet un diskoulm d'ar gudenn-se en ur skrivañ gant an daou strollad enebet betek-henn (ar re a-du gant an emglev, hag ar re a-enep) ur vonreizh nevez d'ar stad iwerzhonat hag en ur grouiñ un Irish Free State gant an daou strollad unanet er memes stourm. Lynch a labouras gant Michael Collins evit aozañ un argad hag ur brezel a c'herrilla war-zu Cúige Uladh (Norzhiwerzhon a oa bet tennet diouzh ar peurrest eus ar vro), rak ar stolladoù dizalc'hour ha tud evel Collins a asante e vefe adframmet ar vro e-giz-se, met dre guzh e brientent un aloubadeg eus ar vro a-bezh. Met ar Saozon a nac'has kinnig ar vonreizh, hag an dra-se a gasas d'un disrann er strolladoù dizalc'hour. Ha Lynch na c'hellas ket kas da benn ar raktres aloubiñ Cúige Uladh. Disrann ar stolladoù a gasas ar brezel diabarzh da-vat en Iwerzhon.
Brezel Diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa bet aozet seziz ar Four Courts e Dulenn gant ar republikaned, memes ma oa a-enep an taol-se, en em lakaas Lynch eus tu an emsavidi e miz Even 1922, pa oa bet taget gant arme nevez ar stad iwerzhonat, ar Free State Irish Army. Argad ar Four Courts a roas lañs da vat d'ar brezel diabarzh. Lynch a oa bet paket gant soudarded ar Free State, met aotreet e oa bet da vont e-maez eus Dulenn, peogwir e kave da bennoù ar Free State e c'hellfe klask herzel an emgannoù ha sikour da zegas ar peoc'h en-dro. Met kregiñ a reas da vezañ unan eus pennaozerien an tu enep ar feur-skrid.
Goude ma voe paket Joe McKelvey er Four Courts e voe lakaet Liam Lynch e penn strollad-ren ar gostezenn enep-feur-skrid eus an Irish Republican Army (anvet ivez an "Irregulars"). Diorren a reas krouidigezh ur republik e Mumhan, a-benn diaesaat bezañs ar Free State. Ar "Munster Republic" a vije bet difennet gant al 'Limerick-Waterford Line'. Renet gant kerioù evel Waterford, Carrick-on-Suir, Clonmel, Fethard, Cashel, Golden, Tipperary, hag evit echuiñ Limerick, el lec'h ma stalias Lynch e savadur aozañ an arme. E miz Gouere e ledanaas e dalbenn vrezel, met an dachenn a voe paket gant ar Free State d'an 20 a viz Gouere 1922.
Lynch a gilas war-zu ar Su hag e stalias e strollad-ren e Fermoy. Ar "Munster Republic" a voe diskaret e miz Eost 1922 pa zilestras soudarded ar Free State dre vor e Cork hag e Kerry. Cork a voe paket d'an 8 a viz Eost ha dilezet e voe Fermoy gant Lynch an deiz war-lec'h. Ar bagadoù enep-feur-skrid, strewet, ne c'hellent kenderc'hel gant ar stourm nemet en ur implij teknikoù ar guerrilla. Er prantad brezel-mañ eo e voe lazhet Michael Collins, hag a oa e penn arme ar Free State, e kontelezh Cork, d'an 22 a viz Eost 1922.
Gwashaat a reas kalz doare ar brezel abalamour da Lynch pa grogas da implij ur strategiezh a voe anvet an "orders of frightfulness" (urzhioù a spont), a-enep ar gouarnamant da c'hortoz, d'an 30 a viz Du 1922. Da lâret eo, ul lazhadeg vras eus an holl dileuridi, kannaded, senedourien, barnerien pe kazetennerien hag a laboure evit ar Free State. Da heul e oa bet distroioù-gwall gant harzidigezhioù pe lazhadegoù republikaned. Ar brizonidi republikan kentañ kaset d'ar marv a oa pevar soudard ezel eus an IRA, paket gant armoù d'ar 14 a viz Du 1922. Goude se e voe kaset d'ar marv ar pennstourmer republikan Erskine Childers d'ar 17 a viz Du. War se ec'h aozas Lynch lazhadenn an dileuriad Sean Hales hag un dileuriad all. Da zistro-gwall e kasas diouzhtu ar Free State d'ar marv ar bennstourmerien Rory O'Connor, Liam Mellows, Dick Barrett ha Joe McKelvey. An dra-se a gasas euzhusterioù bras a-berzh an daou du: kastiz d'ar marv (ha lazhadeg da heul) evit 77 prizoniad republikan, ha lazhadeg diofisiel eus 150 republikan all e-kerzh taolioù-trap pe harzidigezhioù. Soudarded Lynch a gasas da benn taolioù hag argadoù a-enep familhoù dileuridi ar parlamant iwerzhonat. E-touez an taolioù-se e c'heller derc'hel soñj da skouer eus tan-gwall ti an dileuriad James McGarry el lec'h a varvas e vab (hag a oa 7 vloaz), ha drouklazh ar ministr Kevin O'Higgins ha tan-gwall ti e familh e Stradbally e penn-kentañ 1923.
Sevel kreñv a reas mouezhioù un nebeud republikaned a-enep Lynch, evel reoù Ernie O'Malley, abalamour d'e zivarregezh da genoberiañ an taolioù hag ar strivoù brezel a-benn kas ar stourm da benn-vat. Ha dreist-holl peogwir, hervez tud 'zo, e laoske ar brezel da badout gant un heuliad a daolioù guerrilla diboell. Lynch a glaskas, met hep disoc'h, degas kanolierezh-menez o tont eus Alamagn, gant ar spi cheñch penn d'ar vazh en ur brezel hag a yae war fallat. E miz Meurzh 1923 e oa bet aozet, dre guzh, un emvod eus pennoù an arme enep-feur-skrid er Glen of Aherlow. Kalz a izili eus ar c'huzul-se a ginnigas e vije paouezet gant ar brezel diabarzh. Met Lynch a enebas ouzh ar mennozh-se. Lynch a nac'has groñs hag e vouezhias evit ma vije kendalc'het gant ar brezel.
Lazhet e voe e-kerzh ur c'hrogad gant arme ar Free State e menezioù Knockmealdown e kontelezh Tipperary, d'an 10 a viz Ebrel 1923. Kalz a istorourien a wel e varv evel ar fin anat eus brezel diabarzh Bro-Iwerzhon, rak diwezhatoc'h, penn nevez an IRA, Frank Aiken, a zisklêrias un arsav-brezel d'an 30 a viz Ebrel, ha d'ar 24 a viz Mae e c'houlennas digant soudarded an IRA dilezel an armoù ha distreiñ d'ar gêr.
D'ar 7 a viz Ebrel 1935 e voe savet ur monumant el lec'h ma soñjer e varvas Liam Lynch.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Michael Hopkinson, Green against Green, the Irish Civil War
- Paul V Walsh, The Irish Civil War 1922-23 - A Study of the Conventional Phase
- Meda Ryan, The Real Chief, Liam Lynch