Ledenez Wirral

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn ledenez Wirral
Aber ar stêr Dyfrdwy, ha Kembre en a-dreñv, gwelet eus Caldy Hill, e Ledenez Wirral.


Ledenez Wirrall (Wirral pe the Wirral e saozneg, Cilgwri e kembraeg) zo ul ledenez e Gwalarn Bro-Saoz, etre ar stêrioù Dyfrdwy, a ra an harzoù gant Kembre, ha Mersey, ha dezhi stumm un hirgarrez, 16 km hed ha 11 km ledander .


[kemmañ] Div rann

Rannet eo al ledenez e div lodenn:

A-raok ar 1añ a viz Ebrel 1974 e oa e Cheshire penn-da-benn.


[kemmañ] Kêrioù

E reter al ledenez emañ kêrioù bras Wirral, Birkenhead (Penbedw e kembraeg) ha Wallasey. Er c'hreisteiz hag er c'hornôg ez eus maezioù dreist-holl. Div drederenn eus poblañs Cilgwri zo o chom enun drederenn eus an douaroù.


[kemmañ] Lennegezh

E Culhwch ac Olwen ez eus anv eus 'Mwyalch Gilgwri' (Moualc'h Cilgwri), unan eus koshañ loened zo er bed, ha goulennataet eo gant Cei, Gwrhyr Gwalstawd Ieithoedd, Bedwyr hag Eidoel a zo o klask gouzout pelec'h emañ Mabon.

Er varzhoneg krennsaoznek Syr Gawayn and the Grene Knygt e weler Gawain, an haroz brezhon, war e hent da hanternoz Kembre,o tremen dre Gilgwri , hag anv zo eus the wyldernesse of Wyrale, hervez embannadur J.R.R. Tolkien (Sir Gawain and the Green Knight, Cambridge, eil embannadur, 1967).

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all