Dyfrdwy
Eus Wikipedia
Ar pont war ar stêr Dyfrdwy e Caer.
Ar stêr Dyfrdwy zo ur stêr e hanternoz Kembre, anvet Dee e saozneg. Tremen a ra dre gontelezhioù Gwynedd, Sir Ddinbych ha Wrecsam e Kembre, a-raok mont war-du Bro-Saoz.
Eieniñ a ra en torgennoù a-us da Llanuwchllyn, e kontelezh kozh Sir Feirionnydd (e Gwynedd bremañ), treuziñ lenn Tegid, redek dre Rhaeadr y Bedol ha Llangollen, alese da Sir y Fflint a-hed harzoù Swydd Gaer e Bro-Saoz. Eus ar vro en-dro d'an aber e vez lavaret Glannau Dyfrdwy.
[kemmañ] An anv
Dont a ra an anv 'Dyfrdwy' eus "dyfr y dduwies", da lavarout eo "dour an doueez". Un anv brezhonek kozh (predenek, eme tud zo) e vije.
[kemmañ] Adstêrioù d'an Dyfrdwy
- Afon Alun
- Afon Alwen
- Afon Caletwr
- Afon Ceiriog
- Afon Ceirw
- Afon Clywedog
- Afon Gwenfro
- Afon Lliw
- Afon Tryweryn
- Afon Twrch
[kemmañ] Kan
Ur c'han hengounel brudet zo anvet 'Ar lan Hen Afon Ddyfrdwy ddofn'.