Kume

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kume (en henc'hresianeg Κύμη, Kumê) a oa ur geoded gresian eus Ionia (Azia-Vihanañ), en aod Eolia, 40 km e norzh Smyrnum. Heñvel e vefe ouzh kêr Nemrut e Turkia. Sellet e oa outi evel unan eus o 12 keoded brasañ gant annezidi Eolia.

Hervez an hengoun, Pelops a savas anezhi e-pad e zistro etrezek Peloponnesos. Dont a rafe anv ar geoded diouzh un Amazonenn, alese e lesanv 'Amazoneion. Skrivagner dianv ur Vuhez Homeros a ra anezhi al lecc'h ma oa ganet ar barzh. Hervez Strabonos e oa savet ar geoded gant Gresianed a orin eus bro an Termopiloù, pa zistroent eus Brezel Troia.

Trevadennerien loc'het eus ar geoded-se a gemeras perzh e savidigezh Cuma en Italia.

Tremen a reas ar geoded dindan ar Bersed. Rediet e oa da reiñ listri da Zarius Iañ e -512, ha da Serses Iañ e -480. Perzh a gemeras goude e Kevre Delos evit pemp talant, ur sammad bras. E-doug ar prantad hellenistek hag an Impalaeriezh roman e oa ur geoded didrouz ha divrud. Sez un eskobiezh a voe.