Kren-douar 1799 er Geunioù Brezhon

Eus Wikipedia
Emañ geunioù Breizh e takad Vendée e mervent torosad Arvorig, e reter da Nervouster. Reier gouelezennek eus ar pevare hoalad a ya d'ober douar ar c'horn-bro-se.

Kren-douar 1799 er Geunioù Brezhon, pe kren-douar Bonn (galleg: séisme de 1799 dans le Marais breton-vendéen, pe séisme de Bouin), zo ur c'hren-douar 6,4 a greñvder c'hoarvezet e geunioù Breizh d'ar 25 a viz Genver 1799 (6 a viz ar Glav er bloavezh VII en deiziadur republikan). Bez' e oa e epikreizenn 24 km dindan Bae Bourc'hnevez e-tro Enez Bonn. Krenet en doa an douar e pep lec'h e kornôg Frañs ken e voe santet stroñsadennoù VII-VIII a greñvder.