Kreizenn ar Geriaouiñ
Krouet eo bet ar gevredigezh Kreizenn Ar Geriaouiñ e 1985, diwar youl Diwan, a‑benn prientiñ ha pourchas an oustilhoù terminologel ha pedagogel ret evit digeriñ skolaj kentañ Diwan er bloavezh 1988 e Brest, hag ivez evit diorren an hentennoù kelennadurezh divyezhek galleg‑brezhoneg.
Savet e oa bet dek bodad labour evit plediñ gant an holl danvezioù skol : matematik, fizik‑kimiezh, skiantoù an natur, kompoderezh, brezhoneg, galleg, saozneg, istor‑geografiezh‑ekonomiezh, arzoù, sportoù.
Buan a‑walc’h, evit labourat efedus, e oa bet dispartiet ar bodadoù etre div gevrenn, an eil gouestlet d’ar skiantoù rik ha d’an teknologiezhoù hag eben d’ar skiantoù‑den.
En he lec’hienn (Brezhoneg21.com) e vez kavet geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, fardet gant rann ar skiantoù rik, unan eus an div lodenn eus Kreizenn Ar Geriaouiñ.
Savet eo bet ar geriadur adalek ar geriaouegoù bet embannet a‑hed ar bloavezhioù tremenet : matematik (1989, 1992, 1995), fizik‑kimiezh (1989, 1994), skiantoù an natur (1989, 1991, 1995), kompoderezh (1991).
An daou du klask a vez kinniget er geriadur : galleg‑brezhoneg ha brezhoneg‑galleg. Hirie an deiz e kaver ouzhpenn 35000 term hag e‑tro 10000 skouer implij er geriadur.
A‑drugarez d’an aezamant degaset gant an ostilh Internet e c’hellomp bremanaat dibaouez ar geriadur : difaziañ ha lakaat termoù ha skouerioù nevez ouzhpenn.
War al lec’hienn e vez kavet ivez un toullad pajennoù ha teulioù war ar skiantoù hag an teknikoù, hag a ra un danvez‑ensiklopedienn. Houmañ a vo pinvidikaet tamm‑ha‑tamm gant neb a garo kemer perzh.
Kavet e vez ivez bremañ war al lec’hienn geriaouegoù Diwan war an danvezioù-skol all.