Krank-saoz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Krank-saoz
Cancer pagurus.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Malacostraca
Urzhiad : Decapoda
Kerentiad : Cancridae
Genad : Cancer
Anv skiantel
Cancer pagurus
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar c'hranked-saoz, pe kouskered, o anv spesad Cancer pagurus, a zo kresteneged hag a vez kavet er Meurvor Atlantel, er Mor Kreizdouar hag e Mor an Hanternoz. Ur grogenn ruz-gell hag hirgelc'hiek o deus, ha du eo penn o meudoù hag o favioù. Ur wezh erru en o oad gour e c'hall o c'hrogenn tizhout betek 25 cm hag e c'hallont pouezañ betek 3 kg. Gouest int da vevañ betek 20 vloaz met hiniennoù hepken a ya betek an oad-se abalamour d'ar peskerezh stank a vez graet anezhe.

Paot eo ar c'hranked-saoz e gevred ar Meurvor Atlantel betek Norvegia en hanternoz ha Norzhafrika er c'hreisteiz, war ar sont gant pezhioù maen gros, traezh ha lec'hid, eus glann ar mor betek 100 m pe war-dro. Kavet e vezont alies en toulloù hag er faoutoù er c'herreg met en toleadoù digor-frank ivez a-wezhioù. Kranked bihanoc'h a c'haller kavout dindan ar vein en aod.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.