C'hwil-kornek
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Arthropoda | ||||
| Kevrennad : | Insecta | ||||
| Urzhiad : | Coleoptera | ||||
| Kerentiad : | Lucanidae | ||||
| Genad : | Lucanus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Lucanus cervus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar c'hwil-kornek, pe gwrac'h an diaoul, pe kornegan, (Lucanus cervus) zo un amprevan bras a-walc'h (betek 90 mm evit ar pared), anavezet dre e garvanoù diorroet-tre.
An ûioù a vez dozvet en douar gant ar barez. Al larvennoù a chom kuzhet er c'hoad bruket pe gwrizioù un dervenn gozh lec'h ma gleuzont ribouloù e-pad tri pe bemp bloaz. Ar muzadur diwezhañ a vez graet 20 cm dindan gorre an douar. Digloriñ a reont en diskar-amzer ha chom en douar betek miz Even.
An imagoed a vev er gwez derv lec'h ma klaskont ur gloaz bennak da lipat gant o zeod melen ha blevek ar sev o tiverañ dioutañ.
Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed dre ment hag implij o c'harvanoù. Bras-tre eo re ar pared a servij dezhe en emgannoù da c'hounit ur vestrez. Diorroet nebeutoc'h eo re ar parezed a implijo anezhe da gleuziañ an douar a-raok dozviñ o ûioù.
En abeg d'an dismantr gwez eo rouesoc'h-rouez ar c'hwiled-kornek.