Korag-Europa
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ur c'horag Europa
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Coraciiformes | ||||
| Kerentiad : | Coraciidae | ||||
| Genad : | Coracias | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Coracias garrulus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar c'horag Europa a zo un evn liesliv amprevanetaer. Coracias garrulus eo e anv skiantel.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Glas eo darn vrasañ e gorf, ha gell e gein. War-dro 30 cm eo ar c'horag, hag ouzhpenn 50 cm e hed-eskell. Troioù ouesk a vez graet gant ar par pa vez deuet koulz an embarañ: nijal a ra uhel en oabl hag ober van da zifaragoellañ. 4 pe 5 vi a vez goret gant ar barez e-pad nebeutoc'h eget teir sizhun en un neizh savet e toull ur wezenn.
Boued [kemmañ]
Dreist-holl amprevaned tapet diwar-nij. Debriñ a c'hell ivez glazarded bihan pe logod ha frouezh en diskaramzer.
Annez [kemmañ]
Bevañ a ra er c'hoadoù gant gwez rouez pe e-kichen ar stêrioù. E reter ha kreisteiz Europa e vez gwelet. Divroañ a ra da Afrika er goañv (adalek fin miz Eost, penn kentañ miz Gwengolo).