Karkajou

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Karkajou
Wolverine.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Genad : Gulo
Anv skiantel
Gulo gulo
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png


Ar c'harkajou, pe kargloud, (Gulo gulo) zo ur bronneg bras eus kerentiad ar Mustelidae. Ar spesad nemetañ eo eus ar genad Gulo.

Tri isspesad zo :

  • Gulo g. luscus ha Gulo g. vancouverensis en Amerika

Taolenn

Doareoù pennañ[kemmañ]

Ar c'harkajou a zo un aneval gell e vlevenn. Roudennoù melen a vez alies war e gostezoù. Stank ha hir eo e greoñ ha ne vir ket an dour, ar pezh a zo talvoudus en endroioù yen evel ar re ma kaver ar c'harkajoued enno. Gallout a ra ar c'harkajou tizhout 25 kg ha 110 cm gant ul lost 20 cm. Tennañ a ra d'un arzh bihan gant ul lost hir. Ur c'hwezh fall tre a zo gantañ.


Emzalc'h[kemmañ]

Un hollzebrer kentoc'h eget ur c'higdebrer gwir eo ar c'harkajou. Kreñv tre eo ha gallout a ra lazhañ anevaled ken bras hag un elan. Kirvi-erc'h a vez hemolc'het gantañ, ar pezh a grou kudennoù er rannvroioù lec'h m'o deus ar c'hirvi-erc'h ur pouez armerzhel bras. Ar c'harkajou ne dag ket an dud met, dre ma c'hoarvez gantañ tagañ loened tapet e trapoù, e voe lazhet alies gant traperien gwechall. Kemer a reont ivez preizhioù digant preizherien arall evel an arzhed pe ar bleizi.

Parañ a ra ar c'harkajoued e-pad an hañv met ampellaet e vez stagadur ar fetus betek ar goañv. An aliesañ ne vez ket ganet kolen ebet gant ar barez keit ha ma vez ral ar boued. Ar c'helin - tri pe pevar - a vez ganet e-pad an nevez-amzer hag o oad-gour a dizhont goude ur bloavezh.

13 vloaz a c'hell bevañ ar c'harkajou.


Annez[kemmañ]

Tiriad ar c'harkajou

Er rannvroioù arktek evel Alaska, hanternoz Kanada, Siberia ha Skandinavia e vev ar c'harkajou dreist-holl. E gavout a reer ivez e Rusia hag er broioù baltek. Boutinoc'h e oa gwechall, avat. A-raok trevadennerezh Amerika gant an europeiz e kaved anezhañ betek ar Sierra Nevada e Kalifornia. Dianav eo poblañs a-vremañ ar c'harkajoued met n'eo ket niverus war a seblant.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Ar c'harkajou war an Animal Diversity Web