Karakalpakstan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Karakalpakstan
Kartenn bolitikel Karakalpakstan
Republik Karakalpakstan
Қарақалпақстан Республикасы

Qoraqalpog'iston Respublikasi

Kêrbenn: Nukus
Gorread: 160.000 km²
Poblañs: 1.200.000 (2005)
Stankder ar boblañs: 7,5 den/km²
ISO 3166-2: UZ-QR
Karakalpakstan map.png

Karakalpakstan (ouzbekeg: Qoraqalpog'iston Respublikasi pe Қорақалпоғистон Республикаси; Karakalpakeg: Қарақалпақстан Республикасы pe Qaraqalpaqstan Respublikası) a zo ur Republik emren en Ouzbekistan gant he c'hêrbenn e Nukus (Karakalpakeg: Nökis).

Ar boblañs[kemmañ]

En holl ez eus 1.200.000 a dud o vevañ e Karakalpakstan. Nebeutoc'h evit an hanter a zo Karakalpaked (400.000) avat, gant kemend-all a ouzbeked hag ivez kazi kemend-all a gazac'hed (300.000).

Yezh ha sevenadur[kemmañ]

Kalz tostoc'h eo ar c'harakalpakeg ouzh ar c'hazac'heg hag ouzh an turkeg evit ouzh an ouzbekeg. Evit lod zoken e vije bet "krouet" ar garakalpakidigezh gant ur yezh nevez (ar c'harakalpakeg) gant soviediz a-benn disrannañ ha gwanaat ar Gazac'hed.

Armerzh[kemmañ]

Gwechall e veze a-bouez-tre dreist-holl ar pesketañ evit armerzh ar vro. Hiziv avat e vez gounezet ivez kotoñs, riz ha meloñs. Ur greizenn-dredan veur bet savet da vare ar goumunouriezh zo ivez war lez lennoù an Amu Darya.

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]