Kaozeal:Dourdu (Doufine)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Douffin pe Doufin pe An Doufin[kemmañ ar vammenn]

An Doufin gant ar ger-mell hag un f hepken a c'heller lenn war ar banell vrezhonek a zo war an hent-tizh etre Brest ha Kemper pa dreuzer ar pont.--Yun (kaozeal) 27 Gen 2007 da 07:15 (UTC)[respont]

Pe Doufin ebet ?[kemmañ ar vammenn]

C'hoant am eus d'ober ma fenn aheurtet ha ma ranezenn… E brezhoneg, ar stêr a veze anvet (penn da benn) "an Dourdu" hag e galleg "la Doufine". Test : Yeun ar Gow, meneget gant ur seurt douetans er bajenn Dour (stêrioù) : "…izeloc'h, emañ an Dourdu, ur stêrig peskedus, o redek, en ur hiboudiñ, etremek Pont-ar-Veuzenn hag ar Stêr Aon" (E skeud…, Al Liamm, p. 14). Ouzhpennit ma zesteni din (am digarezit), bet o vevañ war vord ar stêr-se a-hed un ugent vloaz bennak…

Sed aze ur fed a zivyezhegezh emouez a c'hoûl bezañ disklêriet. Ur vartezeadenn emaon o sevel. An anv "La Doufine" a vije bet roet gant renerien hag ijinourien gall meilh-poultr Pont-ar-Veuzenn (ramp war ar stêr), ken abred hag ar XVIIvet kantved (marteze diwar ar galleg "dauphin/dauphine", deuet da "daofin"). Ha tud ar c'horn-bro deuet boas d'ober gant an daou anv… Kadarnet e c'hell bezañ ar vartezeadenn diwar gartenn Cassini (1782) a verk "La Doufine", mod gallek.

Setu, d'am soñj, "Doufin" pe "an Doufin/Douffin" a zo ur vrezhonekadenn mat pell 'zo bet ijinet e burevioù Ofis ar Brezhoneg… Nemet e tiskoachfe unan bennak ur skrid brezhonek kozh a-walc'h gant "Doufin/Douffin" !

Ret eo gortoz un tammig neuze. Met divinout a c'hellit ma soñj : propoc'h e vo emichañs dilezel an titl, pa vo sklaeret an traoù, ha skrivañ en dro ar pennad e-giz "Dourdu (Menez Are)" pe un dra bennak e-giz-se.

Nep am lenno a zo pedet eta da furchal, da reiñ keloù hag ali… Trugarez. Po'low (kaozeal) 1 Mae 2012 da 18:05 (UTC)[respont]

A-du ganit, gwelloc'h e vije kemmañ an anv. Gortozomp alioù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mae 2012 da 18:32 (UTC)[respont]