Kaozeadenn Implijer:Yun
Kaozeadenn Implijer:Yun/Dielloù
[kemmañ] Mont a rez kuit da vat ?
En ur sellet a un draig pe zaou e Wikipedia emaon o paouez merzhout e poa lavaret e oas o vont kuit abalamour da Vianchi-Bihan. Kompren a ran da zibab.
Souezhet bras hon gant an dra-se memestra. Labour brav a peus graet abaoe ma ' out distroet ha barregezhioù dibar a peus a ne oa ket ganeomp (evit ar patromoù v2...). Kroget e oas da reizhañ traoù, ar patromoù user, ar pezh a zo bet ur sapre labour. Plijus-tre e kavan kenlabourat ganit.
Ne c'hortozen ket tamm ebet dizoloiñ kement-mañ fenoz ha kavout a ra din hon eus ezhomm diouzhit amañ. --Y-M D (kaozeal) 3 Ebr 2010 da 20:44 (UTC)
- N'on ket on vont da sevel a-du nag gant an eil na gant egile rak n'on ket bet o heuliañ an afer-mañ. Gwir eo e rankan anzav atav e c'hell bezañ diaes a-walc'h kenlabourat a-wezhoù war ar raktres-mañ, marteze peogiwir omp ken nebeut all a dud o kas al labour war-dro ha neuze sav un tamm sach-blev re diaes, ha gwir eo e kavan un tammig rust a-wezhoù emdalc'h hini pe hini (ha darbet mont kuit me ma-unan abalamour da seurt disemglevioù zoken). Dipitus e kavan gwelet tud o vont kuit da vat avat, dreist-holl pa vez kaset da-benn ur bern labour a-feson gfante ma ra diouer war ar wikipedia-mañ, hag erbediñ a rafen neuze kemer un tamm amzer da lakaat an traoù da sioulaat un tammig ha distreiñ d'ar raktres da c'houde. Ur pikol koll eo evit ur wikipedia ken bihan all pa'c'h a kuit an den-mañ'n-den. A galon, Neal (Kaozeal) 4 Ebr 2010 da 16:37 (UTC)
- (Setu ar pezh am eus lakaet war ar bajenn Tavarn. A galon)
- «Goulenn a ran-me digant Yun distreiñ ganimp. Talvoudus-bras eo e labour hag ezhomm a zo anezhañ. Dispar em boa kavet da skouer e labour war ar renadenn-anv (ha meneget en boa kement-se en e goulz). Ma tisplij gwirionez ar brezhoneg komzet ha skrivet da hini-pe-hini, gwazh a se evitañ. Marteze e c'hallfe Yun klask adkregiñ gant al labour hep dalc'hen kont eus evezhiadennoù hemañ-henn ha treiñ trema ur merour pe un tredeog bep tro ma'c'h ay re bell ganti? Ar pezh a gont eo al labour vat.»--Trec'hlid mitonet 5 Ebr 2010 da 09:10 (UTC)
[kemmañ] Patrom:Infobox Embregerezh
Ezhomm 'zo ouzhit amañ c'hoazh. Da skouer n'ouzon ket ma 'z eus kalz tud all estregedout a zo gouest da reizhañ ar patromoù evit o lakaat er stumm v2.
Ha gellout a rafes treuzfurmiñ ar patrom-se. Trugarez bras --Y-M D (kaozeal) 3 Ebr 2010 da 21:04 (UTC)
[kemmañ] Kantonioù Suis
Demat. Afer 'vefe sevel un infobox evit Kantonioù Suis (an daolenn bet savet ganin a rank bout gwellaet). Pa c'hellfec'h gober war-dro... Lec'h a-walc'h a zo evit kement kenlabourer er Wiki brezhonek... Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 4 Ebr 2010 da 10:02 (UTC)