Kaozeal:Dael Unaniezh Europa.

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne vefe ket gwelloc'h ober gant Parlamant Europa? Goulennet eo 40 gech memestra... Kae da welout al liamm-mañ. --Arko 29 Her 2008 da 16:16 (UTC)[respont]

Dael a vefe Diète e galleg kentoc'h. --Arko 30 Her 2008 da 15:45 (UTC)[respont]

Gwir eo. Kalz implijetoc'h eo Parlamant Europa er skridoù brezhonek dre vras, hag er Wikipedia-mañ eo ar stumm-se zo bet implijet gant an holl betek bremañ, e nouspet pennad. N'eus nemet klask war ar Genrouedad : skouerioù a gaver eus Parlamant Europa ; skouer ebet ne'm eus kavet avat eus Dael Unaniezh Europa. --Llydawr 30 Her 2008 da 17:02 (UTC)[respont]
I don't know what you Bertons are up to, but "Dael Unaniezh Europa." looks oddly like European Union Council. If it has been changed from Parlamant Europa for political reasons please change back, there may not be an official Breton version of the treaties but you call it Council and you'll get it mixed up with the European Council, Council of the European Union and Council of Europe.JLogan 7 Mae 2009 da 09:03 (UTC)[respont]
And what are your grounds for making such an outlandish claim? I fail to see how 'dael' can possibly "look like" (sic.) 'council' (the only letter they have in common is the "l"...), nor do I see why the term "dael" could be misconstrued to "mean" 'council'. It is not the word I would personally have chosen to translate 'parlamant', but 'dael' is used in that sense (inspired, if I might be so bold as to hazard a guess, on the Irish, no doubt). I would have gone for 'parlamant', but that's only because I believe it is the more widely used term, especially in this particular context. Neal (Kaozeal) 7 Mae 2009 da 11:25 (UTC)[respont]


Adlakaet eo bet an titl Dael Unaniezh Europa gant Meven e miz Mae, pa oa bet lakaet Parlamant Europa ganin e miz C'hwevrer. Derc'hel a ran da soñjal e vije gwelloc'h Parlamant Europa evit an abegoù-mañ :

  • en anvadurioù ofisiel, en holl yezhoù ofisiel an Unaniezh, ne reer ket anv eus Unaniezh Europa met eus Europa hepken. Perak ober disheñvel e brezhoneg ?
  • ar ger Parlamant zo anezhañ abaoe meur a gantved e brezhoneg, komzet ha skrivet. Kavet e vez en darn vrasañ eus ar geriadurioù, abaoe ar C'hatholicon ha betek geriadur brezhoneg An Here.
  • gant Parlamant Europa e ra ar strolladoù politikel breizhek (UDB, Strollad Breizh, Emgann...) hag an dilennidi eus hor bro (Yann-Bêr Thomin, Ambroise Gelleg...) pa reont gant ar brezhoneg.
  • gant Parlamant Europa e ra an darn vrasañ eus kenlabourerien ar Wikipedia brezhonek.
  • gant an anvadur Parlamant Europa e reer er skolioù hag el levrioù skol e brezhoneg.

Petra a soñjit, tudoù ? --Llydawr 7 Mae 2009 da 13:39 (UTC)[respont]

Parlamant zo mat din, p'emañ er yezh a bell zo. Ne welan ket perak e vije ret lakaat ur ger ha ne oa ket ezhomm anezhañ.Bianchi-Bihan 7 Mae 2009 da 17:16 (UTC)[respont]