Geriadur brezhoneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Geriadur brezhoneg, pe geriadur brezhonek, a vez graet a-wechoù eus ur geriadur gant brezhoneg e-barzh. Divyezhek eo lal lodenn vrasañ, hag e galleg peurvuiañ e vez an displegadurioù.

Taolenn

[kemmañ] A-raok 1995

A-raok 1995 ne oa nemet ur geriadur brezhonek, diechu, Geriadur Brezhonek Roparz Hemon, bet embannet a dammoù er gelaouenn Ar Bed Keltiek, renet gant Roparz Hemon. Met ne oa geriadur ebet eus ar brezhoneg e brezhoneg penn-da-benn.

[kemmañ] Ar c'hentañ geriadur

E 1995 e voe nevezinti evit hon yezh, gant embannadur ar c'hentañ geriadur e brezhoneg graet gant An Here, ul labour renet gant Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard. Geriadur brezhoneg e oa e anv, 10 000 pennger gant skouerioù ha troiennoù, ha skeudennet gant Jean-Yves André. Hemañ eo ar geriadur unyezhek kentañ bet moullet en hor yezh. Un oberenn istorel eo a laka, evit ar wech kentañ, ar Vretoned da vezañ gouest de zisplegañ o yezh dre an diabarzh hep bezañ rediet da dremen dre hanterouriezh ur yezh all. Un oberenn stroll eo an oberenn-mañ bet savet gant tud a-vicher, ha gant reolennoù micher ar geriaduriñ, evit ar wech kentañ.

[kemmañ] An eil geriadur brezhonek

Un oberenn all a voe embannet e 2001, anvet Geriadur Brezhoneg an Here. Gwelout ar pennad-se.

[kemmañ] Geriadurioù all

Ar geriadurioù all a zo

[kemmañ] Pennad kar

[kemmañ] Liammoù diavaez

  • Liamm gant geriadurioù brezhonek enlinenn [[1]]
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù