Kaozeal:Astorre Iañ Manfredi

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Bet e oan hiziv oc'h ober un tamm kempenn d'ar pennad-mañ a oa manet war e gemend-all abaoe 2008, reizhañ an esaouennoù diezhomm ha dibrepoz, reizhskrivañ ar c'heit amzer (e-lec'h "ar c'heid amzer"), evel ma vez kavet e Geriadur Brezhoneg an Here, p.703, hag un nebeudig traoù all. Kerkent eo bet dispennet al labour kempenn-se gant an hini zo tremenet war ma lerc'h, diouzhtu.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 11:42 (UTC)[respont]

Ya, un dra bennak zo c'hoarvezet keit ma oan o labourat war ar pennad: oc'h astenn anezhañ e oan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 12:47 (UTC)[respont]
Perak n'adlakaez ket an traoù war o reizh neuze?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 C'hwe 2014 da 10:54 (UTC)[respont]
Eizhtez war-lerc'h. Netra c'hoazh...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 C'hwe 2014 da 11:08 (UTC)[respont]

Keid-all e geriadur Hemon-Huon, neuze keid amzer, nann? perak keidañ en un tu ha keitat en tu all (n'eo ket ur fazi anat?)? Diwar hed e teu, keta? Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Meu 2014 da 16:48 (UTC)[respont]

N'eo ket peogwir e vez skrivet kemend-all e vo skrivet *kemend a dud, pe *ur c'hemend. N'emañ ket an dalc'h eno hepken forzh penaos. Adlakaet 'teus un doare diskempenn, hag an dousennadoù a vunudoù kempennet a zo bet disverket.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2014 da 08:30 (UTC)[respont]

Ar ger dousennad ivez zo peadra da gavout abeg ennañ ne seblant ket koshoc'h eget geriadur Vallée. Dousenn (pe dousen, kentoc'h marteze?) eo a vez implijet er yezh komzet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Meu 2014 da 08:47 (UTC)[respont]

Kae da gontañ se da Visant Seite («A vare da vare, eun dousennad bugaligou, gwisket evel Êlez, a daole, euz eur banerig vrao a zougent ouz o dorn kleiz, dornajou deliou roz war an hent.» Ar Marh Reiz p.89), Frañsez Kervella («ma ne gonter ket daou voy hag ur c'heginer, ne oa ket ouzhpenn un dousennad ouzh hon heul» (Dindan gouriz ar bed p. 44), Yeun ar Gow («En davarn ma oamp troet holl, div zousennad ac'hanomp, da evañ ur banne muioc'h» (Eñvorennoù, Al Liamm, 177 p.253) pe c'hoazh Yann Bijer («War benn izelañ ur chaoser mein karrezek, el lec’h ma ouie ar bagoù akostiñ, un hanter dousennad gouelini a brederie, hanter gousket, gant o zreid en dour.» Torrebenn, pennad 2). Lakaet int da vezañ skrivagnerien a-zoare koulskoude, hag a oar eus ar yezh. Ha petra ober gant a-zousennadoù anavezet ivez?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2014 da 11:04 (UTC)[respont]

Mat da c'houzout. Ne oa ket dastumet ar skouerioù-se em sac'had c'hoazh, ne oa nemet skouerioù gant dousenn, eus Treger holl. Se zo kaoz eo talvoudus-dreist ar skouerioù, evel en afer a-us (da).