Mont d’an endalc’had

Dousenn

Eus Wikipedia
Un dousenn gouignoù.

Un dousenn[1] zo un unanenn-vuzuliañ, enni daouzek unanenn.

Traoù zo a vez kontet a-zousennoù pe a-zousennadoù, ha komzet e vez eus un dousenn vioù, un dousenn grampouezh, un dousenn batatez, un dousenn dud, ... un dousennad soudarded.
Lavaret e vez neuze e vez an traoù "diouzh an dousenn".

Komzet e vez eus un hanter dousenn pe hanter zousenn ivez evit c'hwec'h.

Graet e vez ivez gant stummoù deveret: dousennad[2] ha dousenniad, pe douseniad[3]. Ar ger daouzegad[4] avat ne seblant ket gwall implijet.

Orin an doare kontañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer eo gwall gozh an doare-kontañ a zousennoù dre ma'z eo un niver aes da rannañ : 12 = 2 × 6 = 3 × 4 = 1 × 12. Dont a rafe eus Mezopotamia hag eus ar boaz da gontañ eskern ar bizied gant ar meud[5]. Evel-se, gant un dorn, e c'haller kontañ betek daouzek, ha gant daou zorn betek 144.
Ur gros zo kement ha daouzek dousenn (12 x 12), 144 eta.

RANNOÙ AN DOUSENN :

1/12 × 12 = 1
1/6 × 12 = 2
1/4 × 12 = 3
1/3 × 12 = 4
1/2 × 12 = 6
3/4 × 12 = 9
KEVAN (1/1 × 12) = 12

Trizek evit dousenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur boaz kenwerzh eo kontañ a-wechoù trizek en un dousenn; ne vez paeet nemet daouzek, unan evit netra a vez dreist-kont eta. E Breizh e vez trizek istrenn en dousenn istr. Ha hervez ar c'hrennlavar: « Trizek evit dousenn, Kont ar vioù e Lesneven» .

Dont a ra eus ar ger gallek douzaine, a gaver ivez e saozneg (dozen), e kembraeg (dwsin) ha yezhoù all, ha hennezh a deu eus ar ger latin duodecim, a dalv kement ha daouzek.
E nederlandeg e kaver daou c'her: unan damheñvel ouzh ar ger gallek, dozijn (evel dousenn eta), hag unan germanek rik twaalftal (un tamm evel daouzegad e brezhoneg).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Georges Ifrah (1994), Histoire universelle des chiffres – L'intelligence des hommes racontée par les nombres et le calcul, Robert Laffont, ISBN 978-2-221-90100-7
Gwelit al levrenn I, pp. 224-225.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger dousenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger hanter dousenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger hanter dousennad er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger dousennad er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger dousenniad er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger douseniad er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. Dousen e Geriadur Vallée, pajenn 230.
  2. Div skouer er Geriadur Brezhoneg-Saozneg, Remon ar Porzh, 1989.
  3. Dousenniad e brezhoneg Gwened, hag e Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes, Emile Ernault, 1904.
  4. En Dictionnaire classique français-breton, gant Reun ar Glev, teirvet levrenn, e-keñver ar ger douzaine (1986, pajenn 961), skouer ebet avat.
  5. (fr)Pennad e-barzh ar gazetenn L'Express