Kaozeadenn Implijer:Yun/dielloù/2010

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia


Salud dit! Un dra vat eo eo gwelet en-dro un den troet gant ar fizik. Re nebeut a bennadoù a denn d'ar skiantoù amañ! Ur goulennig : ma kavez gwell skrivañ "Rummad:Meizadoù diazez ar fizik", gant ul lizherenn vihan, daoust ha ne vefe ket gwell ober heñvel evit "Damkaniezhioù ar gravitadur" (en:Category:Theories of gravitation e saozneg)? A galon, --Llydawr 6 C'hwe 2010 da 09:29 (UTC)[respont]

Geo, eveljust. --Yun (kaozeal) 6 C'hwe 2010 da 15:51 (UTC)[respont]
Perak e ranker ober gant un "f" bihan pa gomzer eus fizik, me 'm befe implijet unan bras.

Patromoù:Kêrioù-penn proviñsoù Arc'hantina[kemmañ ar vammenn]

Petre eo ster ur pennad evel hemañ: Patromoù:Kêrioù-penn proviñsoù Arc'hantina? Kemend-all a vo graet gant an holl batromoù? Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2010 da 17:37 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket. --Yun (kaozeal) 13 C'hwe 2010 da 17:41 (UTC)[respont]

Bot hag all[kemmañ ar vammenn]

  • Ur bot a poa a-raok. Ha ganit emañ c'hoazh ? Ha labour a vefe posubl reiñ dezhañ ? Kinnig a rafen sevel sevel ur bajenn ispisial evit mengiñ al labourioù evit pere e vefe ezhomm eus ur bot. Mod-se e c'helfe ar re o deus unan (te ? hag Ash Crow) ober war-dro al labour-se. Petra soñjez ?
Ur mennozh mat eo sevel ur seurt pajenn. Er bajenn Wikipedia:Porched ar gumuniezh#Goulennoù e welan ul liamm ruz a c'hortoz glazañ abaoe pell zo : Rekedoù ouzh ur robot. Eman YunBot ganin bepred, mizer em eus bet nevez 'zo evit merañ an arouezennoù dibar (ù, ñ,..) met deuet on a-benn da gavout un diskoulm. Prest on d'e lakaat da labourat :
  • gant ma vo sklaer ar rekedoù Taol lagad ;
  • ha gant ma ne vo ket dizemglev etre ar wikipedourien war ar rekedoù-se.
E 2007 en doa labouret YunBot dizehan e-pad 21 eur ha 41 munutenn d'ober ul labour a oa bet goulennet gantañ (tennañ kuit ur patrom diouzh an holl bajennoù ma vefe kavet). Kresket eo an niver a bajennoù er wikipedia brezhonek abaoe setu e c'hellfe al labourioù bezañ pounner. Pouezusoc'h a se e vo prientiñ mat ar rekedoù (peseurt labour, peseurt pajennoù, daoust hag a-du emañ kumniezh Wikipedia,...) --Yun (kaozeal) 16 C'hwe 2010 da 15:59 (UTC)[respont]


Emaon o vont d'ober war-dro, bremañ diouzhtu. --Y-M D (kaozeal) 20 C'hwe 2010 da 16:31 (UTC)[respont]

Setu krouet ar bajenn ganin. Implijet em eus framm ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ. Ro din da ali...

  • Ezhomm 'vefe resisaat peseurt labourioù a c'hell ur bot ober
  • Evel ma 'poa lavaret din eo arabat kregiñ gant ul labour hep na vefe gwiriet. Setu perak em eus kinniget e vefe asantet gant ur merour a-raok lañsañ ar c'hemmoù. Evit ma 'vefe sklaer tout-se emaon o vont da ginnig arouezioù.

--Y-M D (kaozeal) 20 C'hwe 2010 da 17:38 (UTC)[respont]

Gallout a ri kemer skouer war bajennoù kevatal e yezhoù all (sell ouzh ar roll anezho uheloc'h).
  • Diouzh barregezh e vestr emañ barregezh ar robot. Bewezh ma vez ul labour simpl da ober meur a wezh (50, 100, 1000 gwezh) e c'heller goulenn gant ur robot.
  • Sell penaos e vez graet er wikipediaoù all.
--Yun (kaozeal) 20 C'hwe 2010 da 17:52 (UTC)[respont]
  • Ha tost echu 'peus gant ober war-dro ar patromoù User ?
  • En devezhioù tremenet em eus klasket kempenn un nebeut traoù : pajennoù diliamm, dirummad, adkasoù davet traoù n'eus ket outo... (kement-mañ a gaver e Pajennoù dibar, e traoñ ar roll a-gleiz) ha setu penaos em eus kroget d'ober war dro ar ger digejañ (un nebeut pennadoù a chom din d'ober war-dro).
Tro 'm eus bet neuze da gavout e veze gwelet a gleiz hag a zehou ar ger "portal". Ur sapre labour a zo neuze ivez evit urzhiañ an traoù. Setu e vefen plijet ma vefe posubl dit sikour ac'hanon (pa 'po echu gant ar pezh a rez bremañ), ne vin ket gouest d'ober war-dro pep tra mod all. A galon --Y-M D (kaozeal) 24 C'hwe 2010 da 16:36 (UTC)[respont]
  • N'on ket tost da echuiñ : gant ar c'hod fj emaon hepken, ha goude se e vo ret plediñ gant ar c'hodoù n'emaint ket ar bajenn Wikipedia:Babel. Met mat eo din ober war-dro un dra all a-raok ma c'hellan sikour. --Yun (kaozeal) 24 C'hwe 2010 da 16:48 (UTC)[respont]
  • Labour a chom neuze. Dit da welet petra 'zo pouezusoc'h etre sevel ar patromoù "User" hag adaozañ an dasparzh Portal-->Porched. Ret eo adeñvel rummadoù, patromoù, kemmañ liammoù diabarzh ar pennadoù (gant ur bot)... Me gav e vefe mat skarzhañ ar ger "portal" penn-da-benn evit ma 'vefe eeun pep tra. --Y-M D (kaozeal) 24 C'hwe 2010 da 16:55 (UTC)[respont]

Emaon o klask skarzhañ kuit {{Liamm meta ar portal}} ha dre-se eo ret din kemmañ da gentañ penn ar pennadoù liammet dezhañ. Ar gudenn am eus a zo ne gomprenan ket perak ez pennadoù liammet c'hoazh. Kemmet em eus ar patromoù a implije anezhañ ha neuze ne welan abeg ebet, ha te ur mennozh 'pefe ? --Y-M D (kaozeal) 25 C'hwe 2010 da 14:12 (UTC)[respont]

Mat eo a gav din. Degarez evit bezañ da zirenket --Y-M D (kaozeal) 25 C'hwe 2010 da 14:20 (UTC)[respont]

Infobox v2[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Da lakaat e fin ar bajenn eo? --Ex-Smith 12 Meu 2010 da 13:35 (UTC)[respont]

Graet eo, en traoñ. A galon. --Ex-Smith 12 Meu 2010 da 17:41 (UTC)[respont]

Ha gouest e vefes da reizhañ ar patrom ? N'on ket bet gouest d'en ober. C'hoant am befe e vefe tu ouzhpennañ ur skeudenn eus ar poellad. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 16:57 (UTC)[respont]

Ober a rin war-dro. --Yun (kaozeal) 13 Meu 2010 da 17:01 (UTC)[respont]
Trugarez. N'eo ket anavezet Implijer:ArthurBot evel ur bot er bajenn kemmoù diwezhañ, ha gouzout a rafes perak ? --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 11:50 (UTC)[respont]
Mat e vefe ober war-dro ar botoù a peus meneget. Emañ Neal o paouez dont d'ober un dro dre amañ. Mat 'vefe mont da c'houlenn gantañ. Marteze ez out barrekoc'h evidon war an dachenn-se ha gouzout a ri sevel ar goulennoù mat. Mod all ez in d'ober. --Y-M D (kaozeal) 14 Meu 2010 da 12:13 (UTC)[respont]
Mat, graet eo. --Yun (kaozeal) 14 Meu 2010 da 14:16 (UTC)[respont]

Me gav din e poa lavaret din e oa ur reolenn evit anvioù ar patromoù infobox, met n'ouzon ket mui peseurt hini eo. --Y-M D (kaozeal) 17 Meu 2010 da 16:42 (UTC)[respont]

Skrivañ an eil ger gant ur bennlizherenn, da skouer Patrom:Infobox Bier ha n'eo ket Patrom:Infobox bier. --Yun (kaozeal) 17 Meu 2010 da 19:26 (UTC)[respont]
Ok. War a seblant e vez graet mod-se er wiki gallek, met ket er wiki saoznek. Sell Modèle:Infobox Société ha Template:Infobox company. Pelec'h 'peus lennet er reolenn-se ? --Y-M D (kaozeal) 18 Meu 2010 da 07:30 (UTC)[respont]
Er Wikipedia gallek : Amañ. --Yun (kaozeal) 18 Meu 2010 da 09:12 (UTC)[respont]

Hello!

If you want bot flag to be assigned, you should ask here. VasilievVV 14 Meu 2010 da 21:42 (UTC)[respont]

Thanks for fixing my copy&paste failure... next time I will think first :) Rbrausse 26 Meu 2010 da 14:07 (UTC)[respont]

Kartennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Gourc'hemennoù evit an div gartenn eus Breizh ac'h eus savet ! Peogwir e welan ez out un den barrek war an traoù-se, e c'hallfes marteze teurel ur sell ouzh Skeudenn:Krtn Galianed.1.jpg ha reizhañ lec'hiadur Lokmaria-Kaer ? Trugarez dit ! A galon, --Llydawr 26 Meu 2010 da 16:51 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak menegiñ Lokmaria-Kaer war ar gartenn-se. Peseurt roll he deus bet en istor ar C'halianed ? Ouzhpenn da se ez eo Lokmaria-Kaer un anv nevez a-walc'h pa oa Kaer anv ar barrez kozh, ha da c'houlz-se ne veze ket enoret Maria eno c'hoazh. --Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 18:20 (UTC)[respont]

Mont a rez kuit da vat ?[kemmañ ar vammenn]

En ur sellet a un draig pe zaou e Wikipedia emaon o paouez merzhout e poa lavaret e oas o vont kuit abalamour da Vianchi-Bihan. Kompren a ran da zibab.
Souezhet bras hon gant an dra-se memestra. Labour brav a peus graet abaoe ma ' out distroet ha barregezhioù dibar a peus a ne oa ket ganeomp (evit ar patromoù v2...). Kroget e oas da reizhañ traoù, ar patromoù user, ar pezh a zo bet ur sapre labour. Plijus-tre e kavan kenlabourat ganit.
Ne c'hortozen ket tamm ebet dizoloiñ kement-mañ fenoz ha kavout a ra din hon eus ezhomm diouzhit amañ. --Y-M D (kaozeal) 3 Ebr 2010 da 20:44 (UTC)[respont]

N'on ket on vont da sevel a-du nag gant an eil na gant egile rak n'on ket bet o heuliañ an afer-mañ. Gwir eo e rankan anzav atav e c'hell bezañ diaes a-walc'h kenlabourat a-wezhoù war ar raktres-mañ, marteze peogiwir omp ken nebeut all a dud o kas al labour war-dro ha neuze sav un tamm sach-blev re diaes, ha gwir eo e kavan un tammig rust a-wezhoù emdalc'h hini pe hini (ha darbet mont kuit me ma-unan abalamour da seurt disemglevioù zoken). Dipitus e kavan gwelet tud o vont kuit da vat avat, dreist-holl pa vez kaset da-benn ur bern labour a-feson gfante ma ra diouer war ar wikipedia-mañ, hag erbediñ a rafen neuze kemer un tamm amzer da lakaat an traoù da sioulaat un tammig ha distreiñ d'ar raktres da c'houde. Ur pikol koll eo evit ur wikipedia ken bihan all pa'c'h a kuit an den-mañ'n-den. A galon, Neal (Kaozeal) 4 Ebr 2010 da 16:37 (UTC)[respont]
(Setu ar pezh am eus lakaet war ar bajenn Tavarn. A galon)
«Goulenn a ran-me digant Yun distreiñ ganimp. Talvoudus-bras eo e labour hag ezhomm a zo anezhañ. Dispar em boa kavet da skouer e labour war ar renadenn-anv (ha meneget en boa kement-se en e goulz). Ma tisplij gwirionez ar brezhoneg komzet ha skrivet da hini-pe-hini, gwazh a se evitañ. Marteze e c'hallfe Yun klask adkregiñ gant al labour hep dalc'hen kont eus evezhiadennoù hemañ-henn ha treiñ trema ur merour pe un tredeog bep tro ma'c'h ay re bell ganti? Ar pezh a gont eo al labour vat.»--Trec'hlid mitonet 5 Ebr 2010 da 09:10 (UTC)[respont]

Ezhomm 'zo ouzhit amañ c'hoazh. Da skouer n'ouzon ket ma 'z eus kalz tud all estregedout a zo gouest da reizhañ ar patromoù evit o lakaat er stumm v2.
Ha gellout a rafes treuzfurmiñ ar patrom-se. Trugarez bras --Y-M D (kaozeal) 3 Ebr 2010 da 21:04 (UTC)[respont]

Kantonioù Suis[kemmañ ar vammenn]

Demat. Afer 'vefe sevel un infobox evit Kantonioù Suis (an daolenn bet savet ganin a rank bout gwellaet). Pa c'hellfec'h gober war-dro... Lec'h a-walc'h a zo evit kement kenlabourer er Wiki brezhonek... Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 4 Ebr 2010 da 10:02 (UTC)[respont]