Kaoc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abon, pe kaoc'h-kezeg , unan eus ar gwellañ temzoù zo
Ur veuzelenn a vez graet eus kac'hadenn ar saout


Ar c'haoc'h (pe mon, pe fank) eo an anv boas a reer eus an danvez a vez skarzhet eus korf an dud pe al loened, pa vezont o kac'hat, goude ma vez diskennet, pe treizhet, o boued gante. Kemm a ra arvez ar c'haoc'h hervez yec'hed korf an dud pe al loened hag o magadurezh, ha gallout a ra bezañ kalet a-walc'h pe dourek.

Fank an dud[kemmañ]

An hini a gac'h a zo yac'h, a lavar furnez ar bobl. Ar fank hag o evezherezh zo unan eus ahelioù eus yec'hedoniezh ar boued met ivez eus ar yec'hedoniezh dre vras.

Aozadur ar fank reizh[kemmañ]

Fank ur babig

Ar fank (etre 150 ha 200 g bemdez) zo dilerc'hiad ar boued koazhet, ur wezh tremenet e benvegad ar c'hoazhadur.

Cheñch a ra aozadur ar fank hervez ar boue a vez debret[1]. Er fank reizh ez eus etre 75 ha 85 % dour hag etre 18 ha 22 % danvez sec'h.

E-mesk an danvezioù sec'h-se ez eus  :

  • etre 85 ha 90 % elfennoù organek (neudennoù kelluloz a ya d'ober ar pep brasañ eus ar plant hag eus neudennoù ar c'higennoù n'haller ket koazhañ),
  • 5 à 7 % azot
  • 3 à 5 % fosfor (P2O5)
  • 1 à 2,5 % potasiom (K2O).
  • hadennoù saprofek (dizañjer evit ar yec'hed) a gaver er bouzelloù.

Krouet e vez albumin gant ar bouzelloù, met koazhet e vez ha ne vez ket adkavet er fank. Kavout a reer avat un nebeud enzimoù oberiant c'hoazh, evel ar c'himotripsin ha kalz bakteri.

Dont a ra e liv gell eus enlivadoù ar vestl : stercobilin hag urobilin.

E fank un den yac'h e kaver nebeut a lipidoù met kalz neudennoù ha druzoni n'hallont ket bezañ koazhet.

Ar fank direizh[kemmañ]

Lavaret e vez ez eo direizh ar fank pa vez disheñvel e stumm, e liv, hag e zalc'h diouzh boaz :

  • Kementad direizh (da skouer : tremen a ra e bouez dreist 200 g bemdeiz)
  • Tanav eo pa vezer klañv (da skouer e-pad ur c'hastroenteritenn).
  • Seblantout a ra « re zruz »
  • Re stank eo (aliesoc'h evit teir gwezh pep 24 eurvezh)
  • Gwad ruz zo ennañ (ret eo diwall pa zegouezh, memes pa ne vez ken met roudoù) pe gwad « koazhet » (fank tanav, damzu, flaerius). Er c'haz diwezhañ-mañ e vez ret gwelet ur mezeg buan.
  • « Dilerc'hioù » zo ennañ ; n'eo ket grevus ma n'eus anezhe nemet un nebeud dilerc'hioù boued n'in ket bet koazhet.
  • Loened arvevat a c'haller gwelet pe a c'haller divinout emaint ennañ da skouer pa vez un gwall zebron er fraezh. Da gustum al loen arvevat zo un tenia. Ret eo gwelet ur mezeg[2].
  • Heuliet eo gant poanioù eus ar c'hof pe eus ar fraezh.

A-bouez eo nompas miret outañ e-unan a vont da zifankañ abalamour ma laka ar c'horf da galediñ.


Loustoni ha flaer[kemmañ]

Heugiñ a ra an dud peurvuiañ pa glevont pe pa welont fank. Un dra lous eo, ha gwir eo c'hallont kas kleñvedoù pa ne ziwaller ket, evel ar c'holera). Se zo kaoz e vez ret gwalc'hiñ an daouarn alies.

C'hwezh ar fank a zeu eus obererezh ar bakteri. Bleuniadur ar bouzelloù a brodu elfennoù evel an indol, ar skatol, hag an tioloù (sulfur enno), hag ar gaz sulfur hidrogen. Ar re-se eo an elfennoù a ro c'hwezh pe a laka da vrammañ. An temzoù eus ar boued, pa ne vezont ket ezmoret mat, a greñva flaer ar fank. Lavaret eo bet e c'halle c'hwezh ar fank talvezout da viret e vefe touchet gant an dud, rak gallout a ra degas kleñvedoù[3]. Evel just merzherezh an dud zo subjektivel, pe dangorel. Ul loen a c'hall debriñ fank pe bezañ sachet gantañ abalamour ma plij ar c'hwezh dezhañ. Gallet en defe ar c'hwezh ivez bezañ talvezet da verkañ tachenn un hinienn pe ur strollad tud.

Implijoù ar fank[kemmañ]

Maouezed o lakaat kaoc'h-saout da sec'hañ, en Enez Vriad.

Fank al loened pe hini an dud a vez implijet alies, d'ober teil ha da demzañ an douar. Ar gwano zo fank laboused-mor hag efedus-kenañ eo da strujusaat an douar a-drugarez da live uhel ar fosfor hag an nitrogen ennañ hag abalamour ma ne flaer ket. Implijet e vez kalz ar gwano ivez da sevel poultr evit an armoù.

Fank ar saout ar bizoned hag ar c'hañvaled a dalvez da geuneud d'ober tan pa vez sec'h.[4]. E Breizh e veze lakaet kaoc'h-saout da sec'hañ d'ober tan goude el lec'hioù ma ne oa ket koad, evel en inizi pe war an aod.

Implijet e vez kaoc'h saout ivez d'ober brikez e broioù zo, da sevel lochennoù[5]. En Afrika pe en Amerika ar Su da skouer. A-hend-all e plij da dud zo aozañ kenstrivadegoù da vannañ beuzel.[6].

Graet e vez Kopi Luwak eus kafe fardet diwar kerez kafe bet debret, ezmoret ha kac'het gant ur frouezhdebrer, ar Sivet-palmez boutin Paradoxurus hermaphroditus.

E kreiz Azia e vez implijet da lenn planedenn an dud

Impljet e veze fank ar chas e broioù zo gwecchall da givijañ al ler. Mesket e veze gant dour. Enzimoù ar fank a dalveze da zistignañ framm neudennek ar c'hrec'hin a-raok diwezh ar c'hivijadur.[7]

Gerioù[kemmañ]

Kaoc'h ur c'harv-erc'h (Alces alces)
Kaoc'h-ki, ur walenn e kêrioù zo
Skritell e Suis da gemenn d'ar chas chom hep kac'hat er peurvan.

Ur ger dizereat eo ar ger "kaoc'h", implijet evel estlammadell dizereat: mon pe fank a reer ivez eus an danvez-se en un doare sevenoc'h, met gerioù all zo c'hoazh, resis pe resisoc'h. Meconium a vez graet eus fank ar bugel nevez-c'hanet.

Anvioù all[kemmañ]

Ur velc'hwedenn-grogennek o kac'hat
Ur c'hwil-kaoc'h o labourat


Setu ul listennad anvioù a vez graet eus ar c'haoc'h:

A-hend-all e vez graet kaoc'h eus traoù ha n'int ket, evel

A-hend-all c'hoazh e kaver ar gerioù


Verboù[kemmañ]

  • kac'hat a ra tud ha loened, met gerioù all a vez lavaret ivez:
  • difankañ
  • mont war vaez
  • mont war e gorf
  • ober ur blegadenn


Pennadoù kar[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

Liammoù[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger kaoc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù[kemmañ]

  1. Mammenn : Rodale, Gotaas composting, meneget gant François Tanguay, e "Petit manuel d'auto-construction", p.230, editions de Mortagne.
  2. Koproskopienn arvevidi gant skol vroadel ar vezeien-loened
  3. Curtis V, Aunger R, Rabie T (May 2004). "Evidence that disgust evolved to protect from risk of disease". Proc. Biol. Sci. 271 Suppl 4: S131–3. DOI:10.1098/rsbl.2003.0144
  4. Dried Camel Dung as fuel.
  5. Your Home Technical Manual – 3.4d Construction Systems – Mud Brick (Adobe). Diellet e the original on 2007-07-06. Kavet d'an 2007-07-09.
  6. Dung Throwing contests. Diellet e the original on 2007-12-22.
  7. http://www.yourdiscovery.com/history/worst_jobs/victorian/index.shtml
  8. Nella redazione Guaraldi a Firenze si usava come titolo provvisorio scherzoso del libro l'espressione "Merda e cultura". Il traduttore, Mario Biondi